Gabriele Pescatore, bet ganet e Serino (Rouantelezh Italia d'an ampoent) d'an 21 a viz Here 1916, ha marvet e Roma d'ar 6 a viz Gouere 2016, a zo ur gwiraour italian, bet e-touez ar re o devoa savet kod Italian ar merdeerezh e 1942.

Kelenner war gwir ar merdeerezh eo bet e skol-veur La Sapienza e Roma betek 1991.

Pell eo bet prezidant La Cassa per il Mezzogiorno (ar c'hef evit diorren Su Bro-Italia). Kentañ prezidant Kuzul Stad Republik Italia eo bet hag ezel eus Lez ar Vonreizh.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 1973.