Gaiman
Gaiman zo ur gêr e Chubut e Patagonia Arc'hantina, hag er vro anvet Y Wladfa e kembraeg. Eno eo emañ ar c'hembraeg en e splannañ.
Ur 6,000 a oa enni o chom e 2001. Tostik eo d'an Afon Camwy (pe stêr Chubut), war-dro 17 km er c'huzh-heol da gêr Trelew.
Deiziad krouiñ | 1874 |
---|---|
Stad | Arc'hantina |
Kêr-benn eus | Gaiman Department |
E tiriad | Gaiman Department |
Gwerzhid-eur | UTC−03:00 |
Daveennoù douaroniel | 43°17′0″S 65°29′0″W |
Kod-post | U9105 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.gaiman.gov.ar/, https://www.gaiman.gov.ar/ |
Kod pellgomz an takad | 0280 |
Gerdarzh
kemmañEus ar yezh henvroat tehuelche e teu an anv, ha beg roc'hellek eo ar ster.
Istor
kemmañE 1874 eo e voe savet kêr gant tud eus Kembre. E 1906 e voe savet kentañ skol eil derez Patagonia, en Gaiman. Kelennet e veze en teir yezh, spagnoleg, kembraeg ha saozneg. E 1908 e tegouezhas ar Central of Chubut Railway d'he liammañ ouzh kêr Trelew. Kembraeg a vez komzet gant un toullad kantadoù a dud. Un Eisteddfod del Chubut a vez e miz Here bep bloaz.
Touristed
kemmañDont a ra touristed da welout tud iskis ar vro ma komzer kembraeg ha dreist-holl an tier-te, an Tai Tê Cymreig a zo niverus a-walc'h.
Ur Museo Histórico Regional zo, gant panelloù divyezhek, kembraek ha spagnolek ma weler istor ar Wladfa.
Chapelioù protestant zo, ha Capel Bethel eo ar vrasañ.
10 km alese emañ Bryn Gwyn (Bre Gwenn), un duchenn ma c'haller gwelout fosiloù.