Galsan Tschinag
Galsan Tschinag, bet ganet d'ar 26 a viz Kerzu 1944 e Mongolia, zo ur skrivagner mongol.
Goude studioù en Oulan Bator (kêr-benn Mongolia) ec'h a da Leipzig evit studiañ an alamaneg a raio gantañ evit skrivañ e romantoù.
En e oberennoù e teskriv hengoun ha buhez an Douvined, unan eus pobloù Mongolia. En o zouez emañ Die graue Erde (Ar bed gris e brezhoneg) ma liv ennañ bugaleaj ur chaman.