Gazi I Giray (1504-1524) a oa mab da vMehmed I Giray ha khan Krimea er XVIvet kantved.

Pignat a reas war an tron e 1523 goude ma voe lazhet e dad war e zistro diouzh Astrahan. Meur a benn meuriad a oa a-enep dezhañ ha goulenn a rejont ouzh Süleyman ar Meurdezus, sultan an impalaeriezh otoman, da envel un den all e plas Gazi Giray. Hemañ a voe lamet e garg digantañ d'ar 4 a viz Mae 1524 (pe d'ar 25 a viz Ebrel 1524) ha lakaet e eontr Saadet I Giray war an tron.

Lazhet e voe Gazi Giray nebeut goude.

En e raok:
Mehmed I Giray
Khan Krimea
thum
15231524
War e lerc'h:
Saadet I Giray

Mammenn

kemmañ
  • Le khanat de Crimée au début du XVIe siècle : de la tradition mongole à la suzeraineté ottomane gant Chantal Lemercier-Quelquejay hag Alexandre Bennigsen e Cahiers du monde russe et soviétique niverenn 13-3, 1972.