Mehmed Iañ Giray
Mehmed Iañ Giray a oa mab henañ Mengli Iañ Giray ha khan Krimea er XVIvet kantved.
E 1516 e varvas khan khanat Kazan hag e klaskas Mehmed Giray lakaat e vreur Sahib Giray war an tron. Diwar-se e savas jeu etre khanat Krimea ha dugelezh Moskov hag e 1521 e teuas a-benn arme Krimea da lakaat ar seziz war Moskov. Diwar goulenn ar Rusianed e kasas Süleyman ar Meurdezus kannaded da Vehmet Giray o tizaliañ anezhañ da vont pelloc'h. Trec'het e oa Moskov memes tra ha staliet e voe Sahib Giray e penn khanat Kazan ma renas betek 1524.
E 1523 e voe tapet Astrahan gant tatared Krimea. War an distro e voent taget gant Nogayed ha lazhet Mehmed Giray hag e vreur, ar c'halgay Bahadir Giray. E vab, Gazi Iañ Giray a renas war e lerc'h.
En e raok: Mengli Iañ Giray |
Khan Krimea 1515 – 1523 |
War e lerc'h: Gazi Iañ Giray |