Genji Monogatari
Pennoberenn an danevelloù klasel japanat eo Genji monogatari, (源氏物語 / げんじものがたり, "danevell Genji")[1] anezhañ ul levr hir bet skrivet e deroù an 11vet kantved GJK gant ur vaouez lesanvet Murasaki Shikibu (~973-~1014).
An aozerez
kemmañDen ne oar anv gwir Murasaki Shikibu ; war a hañval e vije Murasaki ("Melionenn") ul lesanv all bet roet dezhi e Lez an Impalaer diwar unan eus tudennoù he Genji monogatari, ha Shikibu ul lesanv diwar labour he zad e Burev al Lidoù (shikibu-shō, "grefier ar matarasennoù"). Itron Murasaki a reer anezhi gant doujañs.
E Kyōto, kêrbenn an Impalaeriezh, e voe ganet war-dro ar bloavezh 978 GJK (970 ha 073 zo bet kinniget ivez).
Merc’h al lezroue ha gouarnour rannvro gozh Echizen Fujiwara no Tametoki e oa. Peogwir e oa yaouank-tre pa varvas he mamm e voe desavet gant he zad, ar pezh a oa kontrol da voazioù ar mare : en tiegezhioù a renk uhel evel he hini e veze ar vugale desavet gant o mamm en he familh dezhi, pell diouzh o zad. Kontrol c'hoazh da c'hizioù e vare a reas he zad p'he desavas evel pa vije ur paotr anezhi – sinaeg a rankas-hi deskiñ, ha skrivañ japaneg dre gealarouezioù sinaek (kanji) – hep disoñjal e oa ur plac'h anezhi, p'he devoe kentelioù diwar-benn ar varzhoniezh hengounel (waka) hag ar skritur japanek silabennaouek kana. Lorc'h a oa e Fujiwara no Tametoki gant speredegezh hag ampartiz e verc'h, met keuz a oa ennañ evelkent peogwir e oa-hi ganet plac'h[2].
Er bloavezh 999 e timezas gant Fujiwara no Nobukata, a oa ugent vloaz koshoc'h egeti hag a varvas e 1001 ; ur verc'h o devoe, anvet Daini no Sammi, a voe ur varzhez hi ivez[3].
Gouzout a reer e voe aozerez ar Genji monogatari, adalek 1005 betek 1007, plac’h-enor e lez an impalaer, ha kelennerez an impalaerez Shōshi, anezhi gwreg an impalaer Ichijō e Kyōto[4].
Pa varvas an impalaer Ichijō e 1011 ez eas an impalaerez Shōshi d'ur gouent, heuliet gant he flac'h-enor ha kelennerez.
Furchadennoù nevez er skridoù kozh a laka da grediñ e kuitaas an itron Murasaki ar vuhez a leanez e 1013 kent mervel en nevezamzer 1014, hag hi en he 37vet bloavezh, rak meneg zo eus he zad o kuitaat trumm ti ar gouarnour en Echizen da zistreiñ d'ar gêrbenn.
Anavezet eo evel aozerez Murasaki Shikibu nikki, "Deizlevr Murasaki Shikibu", a skrivas etre 1008 ha 1010, hag un dastumad 128 barzhoneg, Dastumad Murasaki Shikibu, a voe embannet goude he marv.
- Nikki a reer e Japan eus deizlevrioù bet skrivet gant merc'hed. Adal eil tamm an 10vet kantved, pa grogas ar baotred da skivañ danevelloù e komz-plaen, en em lakaas ar merc'hed a zere uhel da skrivañ deizlevrioù e komz-plaen hag e japaneg, peogwir ne ouient ket sinaeg. Betek deroù an 12vet kantved e padas marevezh an nikki[5].
Gant Genji monogatari e c'hounezas brud e Japan hag er bed a-bezh, ret e voe gortoz an 19vet kantved evit ma vije un oberenn a-live gant an danevell veur-se[6]. Unan eus skrivagnerien veur Japan eo hiziv an deiz c'hoazh, hag er skolioù e vez studiet ar Genji monogatari bepred.
Danvez an danevell
kemmañEn he danevell veur e kont ar plac'h-enor istor he haroz Genji Hikaru, a zo mab d'un impalaer ha d'ur serc’h a zere izel. Ken brav (kement ha “skedus” e talvez Hikaru) ha donezonet eo Genji ma’z eus bet diouganet un dazont dispar dezhañ, met rannet eo kalon an haroz etre ar garantez a vag evit serc’h pennañ e dad, an itron Fujitsubo, a roio dezhañ ur mab dre avoultr, hag e glask evit ur wreg disi.
Honnezh a gredo-eñ kavout pa gejo ouzh ur plac’h yaouank anvet Murasaki ; skrapet e vo ar plac’h gantañ, ha desavet hervez e galon. Ur wreg ofisiel a gemero avat, anezhi ur briñsez anvet Aoi no Ue – ha doganet e vo Genji d’e dro peogwir e lez e wreg a-gostez, tra ma varvo e eil gwreg Murasaki.
Rannistorioù niverus all, karantez ha politikerezh mesket enno – kreskiñ a raio dere Genji el Lez kent ma vo harluet ha ma tistroio d'ar gêrbenn, istorioù a garantez a vevo gant meur a vaouez estreget e ziv wreg – a ya da sevel an danevell-se a zo kontet war 70 bloavezh ha tri rumm.
Pellaat a ra Murasaki diouzh al lez hag ar gêrbenn pa skriv trizek pennad diwezhañ ar Genji monogatari, a c’hoarvez en ur gêriadenn anvet Uji ha goude marv Genji, n'eo ket kontet en danevell. Eno e weler mab-bihan Genji, ar priñs Niou, ha mab dre avoultr gwreg Genji, ar jeneral Kaoru – a zo deuet da vezañ haroz an danevell – o taremprediñ ur goantenn anvet Ikifune. Hogos distag diouzh ar Genji monogatari eo an trizek pennad diwezhañ anezhañ[7].
Stumm an danevell
kemmañAr framm
kemmañDen ne oar resis pegoulz e skrivas Murasaki Shikibu ar Genji monogatari ; en un tamm eus he nikki, evit ar predad 1008-1010, e ra an aozerez meneg eus he fennoberenn hep na ouifed hag echu e oa pe get da sizhunvezhioù kentañ ar bloavezh 1010[8].
Un hir a zanevell eo ar Genji monogatari: 2000 pajenn ha 54 fennad a ya d'he sevel, a ranner ez-hengounel e tri zamm :
- Kresk ha diskar Genji (pennadoù 1 – 41)
- Ar yaouankiz (pennadoù 1 – 33) : karantez, teneridigezh ha harlu
- Ar berzh hag an diskar (pennadoù 34-41 : tañva ar galloud ha ra Genji, ha mervel a ra e wreg vuiañ-karet, Murasaki
- Goude marv Genji (pennadoù 42 – 44)
- Rannistorioù berr-tre a ya da ober an teir levrenn-se
- Uji jūjō (pennadoù 45 – 54)
- "Dek pennad Uji", a gont istor Niou ha Kaoru.
Iskis eo dibenn al levr, pa'z echu e kreiz ul lavarenn. Den ne oar hag a-ratozh e oa bet graet, ha meur ag ali zo bet roet : lod e soñj dezho ez eo klok ar skid a zo deuet betek ennomp, lod all a embann n'eus nemet un nebeud pajennoù a gement a vije bet kollet, lod all c'hoazh e kred dezho n'eo bet biskoazh echuet da vat peogwir n'he devoa Murasaki Shikubu raktres ebet evit he danevell, a skrive diouzh red e ijin. Lod diwezhañ a lavar ez eo diechu al levr abalamour ma varvas an aozerez, tra ken.
Ken hir eo ar Genji monogatari ma verzer un emdroadur ennañ a-feur ma ya ar skrid war-raok : en hanter kentañ eus buhez an haroz ez eus pennadoù laosk al liamm etrezo, tra m'emañ frammetoc'h a-galz an eil hanter hag en trizek pennad diwezhañ.
N'eus elfenn dreistnaturel ebet er Genji, petra bennak ma kaver deskrivadurioù eus lidoù hud bouddhaat, a oa un tamm eus buhez al Lez da vare Murasaki Shikibu. Disheñvel eo ar Genji diouzh an danevelloù japanat klasel all, pa'z eus ur gwaz eus Genji – ur gwaz peurzisi, met ur gwaz evelkent – tra ma vez hanter-zoueed eus harozed an danevelloù all, an Utsubo monogatari da skouer. N'eus liamm ebet etre natur Genji hag ar bed dreistnaturel : pouezet he deus an aozerez war kened, fromoù, donezonoù arzel ha korfel Genji, tra ken.
Pa vez harozed an Utsubo monogatari – anezhi an danevell japanat koshañ, bet skrivet e dibenn an 10vet kantved – tud disi hervez ar vertuzioù konfusian e weler Genji o c'houzañv a-c'houde e oberennoù fall.
Ar yezh
kemmañDeskrivadurioù, kendivizoù, barzhonegoù ha soñjoù an tudennoù a ya da sevel ar Genji monogatari, mesket en ul lavarenn hepken a-wezhioù.
N'eus anv ebet da dudennoù ar Genji monogatari e korf ar skrid, peogwir e oa diseven gelver tud al Lez dre o anv ; dre o renk el leze ez anavezer ar wazed, dre livioù o dilhad ar merc'hed, pe c'hoazh dre o c'homzoù pe o c'herentiezh. Neuze e c'hall an dudenn-mañ-tudenn bezañ anvet e meur a zoare gant red al levr.
Dre ma kemm rener ar verboù e korf lavarenn pe lavarenn ne c'haller heuliañ red an istor nemet dre an endro.
Fromoù ha soñjoù an aozerez a gaver en he zudennoù, ar pezh a liamm ar pennadoù etrezo en ur reiñ un tamm endon a zo damheñvel ouzh an darempredoù pemdeziek en un tiegezh.
Ar c'heriaoueg skort hag adimplijet a-hed ar skrid a ziskouez harzoù an danevelloù klasel japanat, met nerzh a ro da zeskrivadur bred an tudennoù en ur lezel munudoù o bed a-gostez.
En abeg d'an doare-skrivañ-mañ ez eo diaes d'al lennerien a-vremañ tañva blaz gwirion an Genji monogatari ; ret eo delc'her soñj ivez eus ar mare ma oa bet skrivet : evit he bed dezhi, poblet ag uhelidi, e skrive Murasaki Shikibu. Gouzout a ouie he lennerien diwar-benn buhez al Lez, anavezout a raent lod eus o c'hempredidi a-dreuz an tudennoù, hag a-fed geriaoueg e veizent arsterioù soutil a zo bet kollet abaoe. Pa skrive Murasaki lavarennoù direner ne rae nemet doujañ da reolennoù laosk ar japaneg, ha bezet pe vezet e komprene ervat he lennerien ar pezh a felle dezhi o lakaat da gompren. Ne vije bet den ebet o lenn ar Genji mar bije bet ret jubenniñ ar c'hendivizoù etre an tudennoù, ken bihan ha kloz ma oa bed an dud e skrive Murasaki Shikibu evito.
Levezon ar Vouddhaegezh
kemmañAr Vouddhaegezh eo gwele ar Genji monogatari, pa'z eo ar Gonfusianegezh hini an Utsubo monogatari.
Div elfenn vouddhaat pennañ zo er Genji :
- al lidoù, a zo deskrivet dre ar pedennoù hag ar c'harmoù-hud a lavarer meur a wezh a-benn aesaat ar pare, ar gwilioud pe a-benn skarzhañ diaouled. Niverus e oa ar veleien a gemere perzh el lidoù-se, ha war ken bras un ton e vezent kaset ma teujent a-dra-sur da vezañ o fal dezho o-unan. Hogos holl merc'hed ar Genji a ya da leanezed, war-bouez ar re a varv ; unan zo bet nac'het, ha div hepken zo chomet lik. War a hañval e oa ar boaz, da vare Murasaki Shikibu, da gas ar merc'hed d'ur gouent da vare pe vare eus o buhez.
- anat eo feiz vouddhaat an aozerez en ur vuhez goude ar marv. Alies e vez displeget planedenn un dudenn evel heuliad darvoudennoù he devije bevet en ur vuhez kent, ar pezh a ziskouez e krede Murasaki Shukibu e vo heuliadoù en ur vuhez da zont eus kement oberenn er vuhez-mañ.
Evit a sell ouzh an haroz, Genji, e skriv an aozerez diwar e benn, goude marv e wreg Murasaki : ne baouezas ket a c'hoantaat ar vuhez da zont.
Blaz an danevell
kemmañEn tu all d'ar Vouddhaegezh, d'an tudennoù blizidik ha d'o darempredoù deskrivet brav ez eus ur blaz espar gant ar Genji monogatari a-hed he 54 fennad : blaz gouiziegezh natur an amzer eo.
Anat eo ez eo an amzer, evit Murasaki Shikibu, an dra wirion nemetañ er bed-mañ ; n'eus nemet touelloù eus fromoù hag oberoù mab-den, teñval eo e galon pa oar ne vevo nemet ur wezh hepken war an Douar, ar pezh a zo skrivet fraezh er pennad 53, 手習 |てならい Tenarai, "studiadenn" : N'eo ket hir ar vuhez, met tennit ho mad anezhi, zoken pa ne chom nemet un devezh pe zaou deoc'h.
Dre he doare da sevel he danevell he deus gouezet Murasaki Shikibu lakaat he lennerien da gaout un tañva eus nerzh an amzer, a zo dere gwirion mab-den hervezi. Un danevell ken hir hag ar Genji a oa ezhomm neuze[9]. Marteze ivez e c'haller liammañ arz an itron Murasaki ouzh dibenn souezhus ar Genji monogatari : hag un doare da aroueziñ efed didruez an amzer war buhez lod tud, da lavaret eo ar marv trumm ?
Ur perzh dibar all zo gant ar Genji : pa vez Murasaki Shikibu o teskrivañ buhez al Lez en ur glask dizehan ar vraventez e teu a-benn da dizhout ar wirliverezh en ur glask ar varzhoniezh. Dre braventez ha barzhoniezh e toull an aozerez an hent da natur wirion buhez tud hec'h endro, a zo sevel ar garantez da live un arz a vo trec'h war berrbadelezh kement tra a zo er bed-mañ[10].
Un testeni eo ar Genji monogatar eus blizidigezh an arzoù hag ar sevenadur japanat da vare al lezrouaned Fujiwara.
Anzavet eo Genji monogatari Murasaki Shikibu unan eus peder pe bemp pennoberenn eus al lennegezh faltazius a bep amzer hag a bep bro.
Notennoù
kemmañ- ↑ http://www.dictionnaire-japonais.com/
- ↑ Journal de Murasaki Shikibu, POF, 2000
- ↑ ATSUMI & REXROTH, 1982
- ↑ SHUICHI Kato, p. 204
- ↑ SHUICHI Kato, pp. 202-204
- ↑ SIEFFERT René, Murasaki Shikibu, en Encyclopedia Universalis
- ↑ SHUICHI Kato, pp. 213-214
- ↑ SIEFFERT René, Murasaki Shikibu
- ↑ SHUICHI Kato, pp. 212-222.
- ↑ BRAUNSTEIN Florence, Le Dit du Genji, en Encyclopedia Universalis
Andonioù
kemmañ- ATSUMI Ikuko & REXROTH Kenneth, Women Poets of Japan, New Directions, New-York, SUA, 1982, ISBN 978-0-8112-0820-8
- SHUICHI Kato, Histoire de la littérature japonaise, levrenn 1, Fayard, Paris, 1985, ISBN 978-2-213-01628-3
- STRUVE Daniel & TSCHUDEN Jean-Jacques, La littérature japonaise, Presses Universitaires de France, Paris, 2008, ISBN 978-2-13-056253-5
- Encyclopedia Universalis
Levrlennadur
kemmañ- MURASAKI SHIKIBU, Tale of Genji, troet gant Richard Bowring, Cambridge University Press, Cambridge, R-U, 1988, ISBN 978-0-511-16247-3
- MURASAKI SHIKIBU, Le Dit du Genji, troet gant René Sieffert, Publications Orientalistes de France, Aurillac, 1988, ISBN 978-2-7169-0261-8
- MURASAKI SHIKIBU, Le Dit du Genji, troet gant René Sieffert, Éditions Verdier, Lagrasse, 2011, ISBN 978-2-86432-653-3
- MURASAKI SHIKIBU, Journal de Murasaki Shikibu, troet gant René Sieffert, Publications Orientalistes de France, Aurillac, 2000, ISBN 978-2-7169-0324-0
- DALBY Liza Crihfield, The Tale of Murasaki, Anchor Books, New-York, SUA, 2001, ISBN 978-0-385-49795-4
- Buhez Murasaki Shikibu e stumm ur monogatari
- MAGRINI Gabriella, La dame de Kyoto, Belfond, Paris, 1991, ISBN 978-2-7144-1973-6
- Un danevell all a-zivout buhez Murasaki Shikibu, troet diwar an italianeg.