Geolouzawouriezh
Ar c'heolouzawouriezh zo ur skiant a vod ar c'heografiezh hag al louzawouriezh. Studiet e vez er skiant-mañ ingaladur ar plant war-c'horre an douar, abegoù an ingaladur-mañ hag an darempredoù etre ar spesadoù pe ar c'humuniezhioù struzh diouzh un tu, ha diouzh an tu all an endro a-fed douaroniezh, mesologiezh (an hinad, an douar) ha bevoniezh (hollad ar bevien).
Diazezet eo bet ar c'hentañ studiadennoù geolouzawouriezh war an naouturioù termenet da gentañ gant ar c'hallaoued Charles Henri Marie Flahault et Henri Gaussen.