Georges Jouin
Georges L. Jouin, ganet d'an 13 a viz Gwengolo 1956 e Pariz ha marvet d'ar 24 a viz Gwengolo 1996 e Montroulez, zo bet ur c'haner rock brezhoneg. Ur c'h-crooner e oa ivez, a denne e zoare tamm pe damm da hini Eddy Mitchell, awenet gant ar rock a oa diouzh ar c'hiz e Pariz en e yaouankiz, hini Eddy Mitchell pa oant yaouank o-daou.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Georges |
Deiziad ganedigezh | 13 Gwe 1956 |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev |
Micher | kaner |
Benveg sonerezh | mouezh |
Tachenn | kanaouenn brezhon, rock breton |
En toull-bac'h e oa bet ivez war-lerc'h bezañ kemeret perzh en FLB.
Buhezskrid
kemmañE dad a oa livour hag e vamm kanerez. Goude bezañ bet gwerzher levrioù en e levrdi Kornôg betek 1988 ha merzet gantañ e oa barrek da sevel barzhonegoù e krogas da sevel kanaouennoù gant mignoned sonerien. Div bladennig 45 tro a voe embannet e deroù ar bloavezhioù 1990 a-raok an daou CD Jabadao Blues ha Breton Connection's enno ur meskaj rock ha rythm 'n' blues kanet a-bep-eil pe e galleg pe e saozneg ha dreist-holl e brezhoneg.
Levrioù bannoù-treset a reas ivez, gant Tramber, Le secret de Plégastel (embannet e ti Albin Michel). Oadet a 40 vloaz e oa Georges L. Jouin pa varvas diwar ur c'hrign-bev. E oberennoù a chom stag ouzh sevenadur Breizh, ar rock hag ar riboul da viken.
Pladennoù
kemmañ- Kavomp ar gouloù / Hag e ouies 45 T
- The King of Kof ha Kof ST 370389 45 T
- Jabadao Blues A107 (CD)
- Breton Connections A126 (CD)