Geraint mab Erbin eo ar barzhoneg kembraek hag a veul kurioù Geraint en emgann Llongborth. Ar barzhoneg a zo kenaozet en englynion a deir werzenn, ha meur a zarvez a zo anezhañ, hogen an holl a voe skrivet e krenngembraeg. An darvez koshañ a gaver e Levr Du Caerfyrddin, skrivet tro-dro 1250, daoust ma hañval bout kenaozet ar barzhoneg en Xvet kantved pe en XIvet kantved. Ennañ e kaver ar meneg kentañ eus ar Roue Arzhur.