Mont Gerbier de Joc
(Adkaset eus Gerbier de Jonc)
Mont Gerbier de Joc (Le Mont Gerbier de Jonc e galleg) a zo ur menez eus torosad ar Mezenc en Torosad Kreiz, e departamant an Ardèche en Okitania. Brudet eo ar volzenn fonolit-mañ evit he stumm souezhus ha dreist-holl dre m'emañ andon al Liger en e harz. 1 551 m uhelder zo dezhañ.