Ginevra d'Este (1419- 1440) zo ur briñsez italian eus an Azginivelezh, eus an Tiegezh d'Este.

Poltred Ginevra d'Este, a greder, gant Pisanello.
Poltred Sigismondo Pandolfo Malatesta, gant Piero della Francesca

Merc'h e oa da Niccolò III d'Este, markiz Ferrara, ha d'e eil pried Parisina Malatesta. Ur c'hoar c'hevell he doa, Lucia, marvet e 1437.

Tamallet e voe he mamm Parisina da zoganiñ he fried gant he breur-kaer Ugo d'Este, fratellastro di Ginevra. Kondaoenet e voe an daou bichon d'ar marv gant an dogan, pa ne oa Ginevra nemet seizh vloaz c'hoazh. Addimeziñ a eure Niccolò pemp bloaz goude da Ricciarda di Saluzzo. Eus an dimeziñ-se e voe ganet daou baotr, breudeurt da Ginevra : Ercole ha Sigismondo.

E 1434 e timezas d'ar brezelour Sigismondo Malatesta. E Rimini e voe an eured[1]. Hennezh a oa aotrou kêr Rimini, ha div wech c'hoazh e timezas.

E 1440 e varvas Ginevra. Daou vloaz goude ec'h addimezas he fried da Polissena Sforza, merc'h d'an danvez-dug Milano, Francesco Sforza. Ginevra, ha diwezhatoc'h ivez Polissena, a voe beziet e mozoleon Tempio Malatestiano[2].

E 1461 e voe tamallet Sigismondo Pandolfo gant ar pab, Pi II Piccolomini, da vezañ lazhet e briedoù Ginevra ha Polissena hag eskumunuget e voe[3].

Poltred

kemmañ

Poltred ur briñsez gant Pisanello zo war ziskouez e Mirdi al Louvre. Gallout a rafe bezañ poltred Ginevra d'Este[4].

Notennoù

kemmañ
  1. Condottieri di ventura
  2. Agostino di Duccio a Rimini
  3. La Signoria dei Malatesta
  4. http://arte.stile.it/articoli/2001/10/25/203594.php