Parisina Malatesta
Parisina Malatesta a veze graet eus Laura Malatesta[1], (1404-Ferrara, 21 a viz Mae 1425), a oa merc'h da Andrea Malatesta, aotrou Cesena[2], ha d'e eil pried Lucrezia Ordelaffi[3]. Parisina a oa nevez-c'hanet pa voe kontammet he mamm gant he zad Cecco Ordelaffi[3] ha kreskiñ a reas e lez he eontr Carlo Malatesta e Rimini[2].
Aotrounez Rimini
(1239-1330) | |
---|---|
Malatesta (1239-1312) | |
Mibien |
|
Malatestino (1312-1317) | |
Mibien | |
Pandolfo I (1317-1326) | |
Mibien | |
Ferrantino (1326-1330) |
Dimeziñ
kemmañDimeziñ a reas pa oa 10 vloaz e Ravenna e 1414, da Niccolò III d'Este, markiz Ferrara, intañv abaoe meur a vloaz goude marv e wreg kentañ, Gigliola da Carrara.
Degouezhout a reas e Ferrara a-greiz ma oa ar vosenn oc'h ober he reuz[4].
O chom edo e tour ar Rigobello, dindan al levraoueg, hag ober a reas war-dro adkempenn he lojeriz[4].
O chom e voe Parisina ivez en Delizia di Consandolo, savet gant Nicholò[5].
E 1424[6] e reas ur veaj da vont da welout he zud. Ambrouget e oa, hervez c'hoant an dug, gant Ugo d'Este, mab da Nicholò, hag e serc'h Stella de 'Tolomei. Degouezhet e Ravenna e c'hallas an daou yaouank ober gwelloc'h anaoudegezh an eil gant egile ha mont pelloc'h en o darempred. Kenderc'hel a rejont d'en em welout e kuzh goude an distro da Ferrara: en em gavout a raent en delizie di Belfiore, Fossadalbero e Quartesana[4].
Hervez testenioù all e oa aet, da dec'hel rak ar vosenn a rae he reuz e 1423, da repuiñ da kastell Fossadalbero gant he mab-kaer hag eno e krogas o darempred[3].
Ur vatezh karget d'o eveshaat a roas da c'houzout d'an ozhac'h. Hennezh a heulias an daou bichon, a ziskoachas anezho en o neizh,[3] hag a graouias anezho e kelligoù ar c'hastell, hag enne e voent dibennet o-daou.
Bugale
kemmañTri bugel he doe gant he fried, div verc'h gevell hag ur mab[6]:
- Lucia d'Este (1419-1437), a zimezas hag a varvas en yaouank[6];
- Ginevra d'Este (1419-1440), a zimezas da Sigismondo Malatesta, hag a c'hallfe bezañ bet kontammet gantañ[6];
- Alberto (1421) a varvas en bihanik.
Orged
kemmañOrgediñ a reas ouzh Ugo d'Este, mab bastard he fried, tapet e voe, bac'het ha dibennet.
Arzoù ha lennegezh
kemmañAwenet ez eus bet meur a arzour gant an istor skrijus :
- Bandello a skrivas ar romant Ugo e Parisina,
- George Byron a skrivas ar varzhoneg Parisina e 1816.
Notennoù
kemmañ- ↑ http://www.castelloestense.it/ita/castello/storia/personaggi.html#biografie
- ↑ 2,0 ha2,1 https://web.archive.org/web/20110826205258/http://scorpion73.splinder.com/archive/2007-08
- ↑ 3,0 3,1 3,2 ha3,3 https://web.archive.org/web/20121215054927/http://www.comune.rimini.it/servizi/citta/storia_di_rimini/-donne_di_rimini/pagina44.html
- ↑ 4,0 4,1 ha4,2 http://www.parente.fe.it/maria_teresa_mistri/ferrara/fatti_miracoli_leggende/ugo_e_parisina.htm
- ↑ https://web.archive.org/web/20120315105847/http://www.provincia.fe.it/sito?nav=31;129&doc=9C27C7073038F7ACC125702C003891B7
- ↑ 6,0 6,1 6,2 ha6,3 http://trionfi.com/0/d/13/index.php