Giovanni Malatesta

Giovanni Malatesta (marvet e 1304), pe Gianciotto (e verranv), a oa mab Malatesta da Verucchio, aotrou Rimini. Giovanni a oa paotr a galon, met kamm ha nammet.

Giovanni Malatesta o tapout Francesca ha Paolo.

IstorAozañ

Guido da Polenta a oa bet o vrezeliañ a-enep an tiegezh Malatesta. Pa voe arsavet ar brezel e c'hoantaas Guido kadarnaat ar peoc'h dre zimeziñ e verc'h, Francesca da Rimini, da bennhêr Malatesta, Giovanni Malatesta e anv (ha Gianciotto e verranv), mab Malatesta da Verucchio, aotrou Rimini. Giovanni a oa paotr a galon, met kamm ha nammet. Gouzout a-walc'h a ouie Guido e vije nac'het ar Giovanni gant Francesca, neuze e voe graet an eured dre hanterouriezh breur Giovanni, ar paotr koant Paolo Malatesta.

Francesca a orgedas ouzh Paolo ha ne gomprenas an touell nemet da zeiz war-lerc'h an eured.

Francesca ha Paolo a voe orgedet war-lerc'h lenn istor Lancelot ha Guinevere, hag a zeuas da vout serc'hed. Tapet e voent war an tomm gant Giovanni ha lazhet gantañ.