Francesca da Rimini

Francesca da Rimini pe Francesca da Polenta (12551285) a oa ur briñsez italian eus an XIIIvet kantved, kanet hec'h istor gant Dante.

Gianciotto o kavout Paolo ha Francesca Jean Auguste Dominique Ingres,(1819).
Ar Pok, gant Rodin (1888) a oa bet anvet Francesca da Rimini da gentañ.
Francesca da Rimini, gant Gustave Doré (1857).
Marv Francesca da Rimini ha Paolo Malatesta, gant Alexandre Cabanel, war-dro 1870.
Paolo ha Francesca, gant Anselm Feuerbach, (1864)

Ur plac'h eus ar re gaerañ e oa, merc'h da c'h-Guido da Polenta, aotrou kêr Ravenna. Bevañ a eure en amzer Dante Alighieri, a reas anezhi unan eus tudennoù an Divina Commedia.

Dimeziñ ragaozetAozañ

Guido da Polenta a oa bet o vrezeliañ a-enep an tiegezh Malatesta. Pa voe arsavet ar brezel e c'hoantaas Guido kadarnaat ar peoc'h dre zimeziñ e verc'h Francesca da bennhêr Malatesta, Giovanni Malatesta e anv (ha Gianciotto e verranv), mab Malatesta da Verucchio, aotrou Rimini. Giovanni a oa paotr a galon, met kamm ha nammet. Gouzout a-walc'h a ouie Guido e vije nac'het ar Giovanni gant Francesca, neuze e voe graet an eured dre hanterouriezh breur Giovanni, ar paotr koant Paolo Malatesta.

Francesca a orgedas ouzh Paolo ha ne gomprenas an touell nemet da zeiz war-lerc'h an eured.

Francesca ha Paolo a voe orgedet war-lerc'h lenn istor Lancelot ha Guinevere, hag a zeuas da vout serc'hed. Tapet e voent war an tomm gant Giovanni ha lazhet gantañ.

Diwar-se e voe brudet an anv "Francesca" e-touez an dud uhel.

OberennoùAozañ

Meur a arzour zo bet awenet gant an istor.

Pennad karAozañ

LiammoùAozañ

DaveAozañ

  • Singleton, Charles S. (1970). The Divine Comedy, Inferno/Commentary. Princeton University Press. ISBN 0-691-01895-2. 

ArzAozañ

LivadurioùAozañ


Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.