E mitologiezh Lec'hlenn e vez lavaret Ginnungagap (Norseg:  [ˈɡinːoŋɡɑˌɡɑp]; "islonk meur leun a c'halloud hud") eus ar c'houlloded kentidik meneget er Gylfaginning, an destenn a daolenna an hollved norzhat.

Gerdarzh

kemmañ

Ginnunga- a vefe tennet ag ur verb a dalva "toull" pe "diwask", mes n'eus ket gerioù norsek a glota nemet e gwerzenn 3 eus barzhoneg an Edda: "Vǫluspá" , "toull ar ginnunga". En he embannadur ag ar barzhoneg e deus soñjet Ursula Dronke e oa amprestet ar ger eus an henc'hermaneg uhel ginunga. Un damkan all a ere ar rakger ginn- ouzh an hini a vez kavet e gerioù glan, evel ginn-heilagr, ginn-regin (an daou a ra dave d'an doueed) ha ginn-runa (a dave d'ar runoù), neuze e c'hall Ginnungagap bezañ jubennet evel "egor leun a c'halloud hud".

Gwengel ar grouidigezh

kemmañ

Ginnungagap eo goulloder kentidik an hollved. Ar Gylfaginning a veneg:

"Ginnungagap, an islonk bras-meubet, hag a zo troet d'an norzh a voe leuniet gant danvez tuzum ar skorn hag ar frim, ennañ emañ o strobinellat grizilh ha ravalioù. Tra ma vez argadet an tu su gant ar c'hwezhadennoù gor hag ar fulennoù eus Múspellheim."   En norzh, ar Ginnungagap a fenna ar yenijenn eus Niflheim, tra ma vez an tommder eus Muspelheim o strinkañ er su. An oberenn hollvedoniezhel a grogas pa gejas an daou ved e-kreiz ar Ginnungagap.

Daveennoù

kemmañ
  • Dillmann, F. X. (1998). "Ginnungagap" in: Beck, H., Steuer, H. & Timpe, D. (Eds.) Reallexikon der germanischen Altertumskunde, Volume 12. Berlin: de Gruyter. (ISBN 3-11-016227-X).
  • de Vries, Jan (1977). Altnordisches etymologisches Wörterbuch. Leiden : Brill. 
  • Simek, Rudolf (1995). Lexicon der germanischen Mythology. Stuttgart : Alfred Kröner. ISBN 3-520-36802-1.