Giordano Bruno (Nola, 1548 - 17 a viz Gwengolo 1600) a oa ur prederour hag ur c'hevrinour italian.

Ganet e oa e-kichen Naplez. Ezel e voe eus Urzh ar vreudeur prezegerien, etre 1565, pa voe degemeret e kouent Napoli ma kemeras an anv a Giordano, betek 1576 pa guitaas an urzh.

Brudet eo abalamour d'e reizhiad eñvoriek ha d'e gosmologiezh. Unan eus ar re gentañ e voe o kinnig mennozh un hollved didermen. Tamallet e voe da vezañ dizoue ha disivouder gant an Ofis Santel. Eizh vloaz e padas e brosez. Devet e voe en-bev gant an Iliz evel disivouder , e Campo de' Fiori e Roma.

Hiriv eo gwelet gant kalz a dud evel merzher kentañ ar skiant.

E varv

kemmañ

D'ar 16 a viz C'hwevrer 1600, e Campo dei Fiori e Roma, e voe boureviet gant an Inkizision gatolik, troc'het e deod outañ evit mirout outañ da leuskel mallozhioù, ha devet en-bev (pa veze krouget ar gondaonidi a-raok bout devet peurvuiañ) dre m'en devoa nac'het disteurel e vennozhioù.

Monumant e Roma

kemmañ
 
Monumant arem da Giordano Bruno e Campo de' Fiori, e Roma, oberenn gant ar c'hizeller Ettore Ferrari (1889)

.

Daveoù

kemmañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.