Giovanni Paolo Panini
Giovanni Paolo Panini, pe Pannini (Piacenza 17 Mezheven 1691 - 21 Here 1765) a oa ul livour italian barok.

Poltred gant Louis Gabriel Blanchet
E Roma dreist-holl e labouras. Kalz savadurioù eus kêr a livas. E-touez e oberennoù anavezetañ emañ diabarzh Panteon Roma. Kalz eus e livadurioù a daolenn dismantroù, savadurioù kozh, en doare anvet capriccio.
Poltredoù en doa livet ivez, en o zouez hini ar pab Benead XIV.
OberennoùAozañ
Diabarzh iliz Sant-Pêr e Roma (1734)
Carlos III Spagn o weladenniñ penniliz Sant-Pêr (1746)
Carlos II o weladenniñ, ar pab Benead XIV e saloñs-kafe ar Menez Quirinale (1746)
Kolize ha Bolz Kustentin (1747)