Gjest Baardsen
Gjest Baardsen (1791-1849) a oa ul laer ha skrivagner norgeat.
E vuhez
kemmañGanet e oa Baardsen en Sogndalsfjøra. Mab e oa d'ar pesketaer Baard Gjestsen Fjæren h'a d'e bried Maritha Pedersdatter. En 1793 e varvas e dad. Dimeziñ a eure Baardsen da Anne Elisabeth Reinche en 1848.[1] Daou vugel he devoa bet e wreg a-raok o eured gant ur paotr all.[2]
Torfedour ha skrivagner
kemmañHarzet e voe Baardsen meur a wech dre ma en devoa laeret, hag alies e tec'has kuit. Adal 1827 e voe bac'het en Akershus, ma chomas 18 vloaz, ha ma krogas da skrivañ.[1]
Embannet e voe an darnoù kentañ eus e vuhez adal 1835. E 1845 e voe laosket da vont ha gounit e vuhez a eure neuze evel marc'hadour levrioù ha kanaouennoù. Dimeziñ a reas ha mont da chom da gêr Bergen.[1],[3]
Ur ganaouenn a savas diwar-benn ur c'hamarad bac'het, Ole Høiland, hag a dec'has eus Akershus, e 1839, hag unan all diwar-benn e varv, "Ole Høilands Død" e 1849. Dastum a reas gerioù eus ar Fantespråk, luc'haj ar foeterien-vro, a voe implijet goude gant Eilert Sundt en e labour-enklask, hag embannet evel Vandrings- eller skøiersprog en 1948.
Goude e varv
kemmañE 1869 e voe embannet lodenn diwezhañ buhez Baardsen, savet diwar-benn ar marevezh goude bout divac'het. Meur a wech abaoe eo bet embannet e vuhezskrid en e hed. Ur film anvet Gjest Baardsen a voe savet en 1939, renet gant Tancred Ibsen, c'hoariet gant Alfred Maurstad.
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Erichsen, Bodil Chr "Gjest Baardsen". Norsk biografisk leksikon. Ed. Helle, Knut. Oslo: Kunnskapsforlaget. Retrieved on 15 February 2012.
- ↑ in Starheim, Ottar: Fylkeslekskikon Sogn og Fjordane (in Norwegian). Oslo : NRK. 640–641 p. ISBN 978-82-8178-328-7.
- ↑ "Gjest Baardsen". Store norske leksikon. Oslo: Norsk nettleksikon. Retrieved on 15 February 2012.