Norvegia
Norvegia[4],[5], pe Norge[6],[7] (Norge e bokmål, Noreg e nynorsk), zo ur vro hag ur rouantelezh (Kongeriket Norge pe Noreg), e kornôg ledenez Skandinavia, pe Lec'hlenn.
Kongeriket Norge Kongeriket Noreg | |
Banniel Norvegia | Skoed-ardamez |
Yezhoù ofisiel | Norvegeg (Bokmål ha Nynorsk) 1 |
Kêr-benn | Oslo |
Statud politikel | Unpenniezh vonreizhek |
Dizalc'hiezh • Embannet • Anzavet |
(diouzh Sveden) 7 a viz Mezheven 1905 26 a viz Here 1905 |
Roue | Harald V |
Kentañ ministr | Jonas Gahr Støre |
Gorread • En holl • % dour |
385.207[1] km² 2 6 |
Poblañs | 5 550 203[2](2024) |
Stankter' | 14,4 annezad/km² |
Moneiz | Kurunenn norvegat (Krona) (NOK) |
Ger-stur • Ger-stur ar roue |
Hini ebet Alt for Norge "Pep tra evit Norvegia" |
Kan broadel | Ja, vi elsker dette landet "Ya, karout a reomp hor bro" |
Gouel broadel | 6 a viz Mezheven |
Kod Internet | .no |
Kod pellgomz | 47 |
Notenn 1 : yezhoù samiek (Sami) a zo anavezet ent-ofisiel e c’hwec’h rannvro Notenn 2 : gant an inizi Svalbard ha Jan Mayen |
En em astenn a ra a-hed ar Meurvor Atlantel, pe lodennoù anezhañ anvet Mor an Hanternoz er su ha Mor Norvegia en norzh. Harzoù he deus Norvegia gant Sveden, er reter, ha gant Rusia ha Finland er biz. Rannet eo diouzh Danmark, er su, gant ar Skagerrak.
Stag eo an inizi Svalbard ha Jan Mayen, en norzh, ouzh Rouantelezh Norvegia, koulz hag Enez Bouvet, e su ar Meurvor Atlantel. Enez Pêr Iañ, e su ar Meurvor Habask, a zo e dalc’h Norvegia ivez, met ne seller ket outi evel ul lodenn eus ar Rouantelezh.
Gerdarzh
kemmañEus an norseg Norðrvegr, hent (vegr) an Norzh (Norðr), a oa an anv bet roet gant ar Vikinged d'ar broioù a c'hellent tizhout dre norzh ar Meurvor Atlantel, da lavaret eo Norvegia, Island ha Greunland.
Norvegr a roas Norwegen en alamaneg, Norway e saozneg ha Norvegia e latin ar Grennamzer, alese an italianeg hag ar spagnoleg Norvegia, ar ruseg Норвегия Norvegiya, ar galleg Norvège hag ar brezhoneg Norvegia.
War unan eus mein Jelling e Danmark e voe engravet e runoù (c. 980) an anv Nuruiak, a vez treuzskrivet Norveg[8].
Bev eo chomet Norvegr er yezhoù skandinavek betek emdreiñ dre Norégr ha Norégi en Norge e daneg hag e svedeg ; Norge ivez a lavarer e bokmål, Noreg eo e nynorsk ("norseg nevez"), an div yezh ofisiel a ya da sevel an norvegeg[9].
- Un displegadenn all, n'eo ket testeniekaet avat, eo e teuje Norge eus Nór rige rouantelezh Nor, pe Norr, saver ar rouantelezh hervez ar vojenn (evel Konan Meriadeg e Breizh).
Istor
kemmañEn amzer ar Vikinged e voe ur rouantelezh dizalc’h eus Norvegia, adalek an IXvet kantved, ha gant tud eus Norvegia e voe trevadennet douaroù pell er c’hornôg, evel an Inizi Faero, Island, enezeg Breizh-Veur, Greunland. Mont a reas dinastiezh rouaned Norvegia da get e 1387 hag unanet e voe ar vro gant Danmark ha Sveden en Unvaniezh Kalmar. P’en em zistagas Sveden diouzh Unvaniezh Kalmar er XVIvet kantved e chomas Norvegia hec’h-unan gant Danmark, evel ur rannvro bell, stag outañ. Troc’het e voe Norvegia diouzh ar peurrest eus Europa pa voe degemeret ar brotestantiezh er vro, rak paouez a reas perc’hirined da zont eus Europa war bez Sant Olaf e Nidaros. Goude ma voe faezhet gant Napoleon e rankas Danmark lezel Norvegia gant Sveden e 1814 (hogen an douaroù tramor bet dizoloet gant Norvegiz, evel Greunland, Island, an Inizi Faero, a chomas stag ouzh Danmark). He bonreizh dezhi he doa Norvegia hag he gouarnamant dezhi ivez ; ne oa unanet ouzh Sveden nemet dre ma oa roue Sveden o ren war Norvegia ivez. A-benn ar fin e teuas Norvegia da vezañ dizalc’h da vat e 1905.
Neptu e chomas Norvegia e-pad ar Brezel bed kentañ ha klask a reas chom neptu ivez da vare an Eil brezel bed, met taget hag aloubet e voe gant an Alamaned e miz Ebrel 1940 e-pad Emgann Norvegia. Ar Roue Haakon VII hag ar gouarnamant a c'hellas tec'hout da Vreizh-Veur. E 1942 e voe savet ur gouarnamant kenlabourer gant Vidkun Quisling. Dieubet e voe e 1945. Goude m'he doa klasket chom neptu diagent, ar wech-mañ e teuas ar vro da vezañ unan eus diazezourien an AFNA hag an ABU (da Aozadur ar Broadoù Unanet e roas e sekretour kentañ, Trygve Lie). Deuet eo ar vro da vezañ unan eus ar re binvidikañ er bed (gant an tireoul a zo bet kavet e Mor an Hanternoz. Dre ziv wech he doa nac'het Norvegia mont en Unaniezh Europa (e 1972 hag e 1994).
Politikerezh
kemmañUr rouantelezh vonreizhel eo Norvegia, gant ur Parlamant. Kemer perzh el lidoù a ra ar roue dreist-holl, hep na vefe gantañ kalz a c’halloud, met arouez unded ar vro eo eñ.
169 c’hannad zo e parlamant Norvegia, ar Storting, ha dilennet e vezont en 19 kontelezh, evit ur prantad pevar bloaz, hervez an doare mouezhiañ kenfeurel. Rannet eo ar Storting e div gambr, an Odelsting hag al Lagting, a c’hell bezañ bodet pep hini diouzh he zu evit traoù zo, pe a-gevret evit traoù all.
Rannadur melestradurel
kemmañRannet eo Norvegia e 15 kontelezh (fylker) hag e 5 rannvro (landsdel). War ar gartenn-mañ e weler anezho gant pep a niverenn (n’eus niverenn 13 ebet, a-ratozh) :[3]
# | Kontelezh 2024 | Admistrative center |
---|---|---|
3 | Oslo | Oslo |
11 | Rogaland | Stavanger |
15 | Møre og Romsdal | Molde |
18 | Nordland | Bodø |
31 | Østfold | Sarpsborg |
32 | Akershus | Oslo |
33 | Buskerud | Drammen |
34 | Innlandet | Hamar |
39 | Vestfold | Tønsberg |
40 | Telemark | Skien |
42 | Agder | Kristiansand |
46 | Vestland | Bergen |
50 | Trøndelag | Steinkjer |
55 | Troms | Tromsø |
56 | Finnmark | Vadsø |
Ouzhpenn se ez eus 357 a gumunioù.
Douaroniezh
kemmañUr vro hir-hir eo Norvegia, p’en em led a-hed 1752 km eus an norzh d’ar su, hag a-hed 430 km d’ar muiañ ha 6 d’an nebeutañ a reter da gornôg. Ur vro veneziek eo ivez, levezonet gant krignerezh amzer ar skorn. Ar Galdhøpiggen eo ar menez uhelañ, a sav e uhelder da 2 469 m. Troc’het-didroc’het eo an aod, a-hed ouzhpenn 20 000 km, gant e-leizh a inizi, a garregoù hag a fjordoù.
Emañ hanternoz ar vro en norzh da Gelc'h pennahel Arktika. El lodenn-se eus ar vro neuze e weler heol hanternoz e-pad meur a sizhun e-pad an hañv. En enep e vez teñval er goañv e-pad devezhioù ha devezhioù.
Armerzh
kemmañEmañ ar gapitalouriezh sokial e pleustr er vro. 2.1% oa ar feur dilabour e miz Du 2006, ha 3.3 % e 2014[10]. Eoul-maen ha gaz a oa 35% eus an ezporzhioù e 1999. Ar pesketaerezh zo pouezus ivez.
Poblañs
kemmañSevel a ra an niver a du a zo o vevañ e Norvegia da 4,6 milion (e Gouere 2004). Goustadik e kresk an niver-se (0,4% bep bloaz). Diskennidi eus ar Vikinged eo ar braz eus an dud, met en hanternoz e kaver ur bobl all, ar bobl Sami, hag ivez un nebeud tud deuet eus Finland (Kven). Henvroidi eo ar Samied hag a-gozh e vezont kavet el lodenn-se eus Norvegia, hag er broioù amezek (Sveden, Finland ha Rusia). Ar brasañ niver anezho koulskoude a zo bremañ o chom en Oslo.
Er bloavezhioù diwezhañ eo kresket kalzik an niver a dud divroet eus broioù all : Pakistan, Irak, Vietnam, Somalia, Sveden ha Danmark. Mont a raent d’ober 7,9% eus poblañs Norvegia d’ar 1añ a viz Genver 2005.
Ar c'hêrioù brasañ eo Oslo, Bergen, Trondheim, Stavanger ha Tromsø.
Yezhoù
kemmañDaous stumm skrivet a zo d’an norvegeg, anvet Bokmål ha Nynorsk, ha n’eo ket bras ar c’hemm etrezo. Ar Bokmål eo ar stumm implijet gant ar muiañ niver eus an dud. En norzh e kaozeer ivez yezhoù samiek, yezhoù ha n’int ket kar tamm ebet d’an norvegeg.
Relijion
kemmañAn darn vrasañ eus Norvegiz a zo luterianed (86%). Tost da 7% anezho a heuilh kredennoù all, hag ar peurrest a lavar n’o deus relijion ebet.
Un nebeud tud vrudet eus Norvegia
kemmañ- Niels Henrik Abel (matematikour)
- Roald Amundsen (ergerzher)
- Bjørnstjerne Bjørnson (skrivagner)
- Gro Harlem Brundtland (politikourez)
- Leifr Eiríksson (ergerzher)
- Edvard Grieg (sonaozer)
- Knut Hamsun (skrivagner)
- Thor Heyerdahl (ergerzher)
- Henrik Ibsen (skrivagner)
- Helge Ingstad (ergerzher)
- Trygve Lie (politikour)
- Edvard Munch (livour)
- Fridtjof Nansen (ergerzher)
- Vidkun Quisling (politikour)
- Sigrid Undset (skrivagnerez)
- Ivar Aasen (yezhour)
- Simen Agdestein (c'hoarier echedoù)
- Magnus Carlsen (c'hoarier echedoù)
- Gustav Vigeland (kizeller)
Skeudennoù
kemmañAr vro hag an natur | ||
Levrlennadur
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Norge.no – Lec'hienn ofisiel ar gouarnamant (e norvegeg hag e saozneg)
- Statistisk sentralbyrå (burev ar stadegoù, e norvegeg hag e saozneg)
- Sognefjord (titouroù e norvegeg, saozneg, alamaneg, galleg pe nederlandeg)
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Arealstatistics for Norway 2019. Kartverket, mapping directory for Norway (2019). Kavet : 2019-03-22.
- ↑ Population, 2024-01-01 (en). Statistics Norway (2024-02-21). Kavet : 2024-02-25.
- ↑ 3,0 ha3,1 Fylkesinndelingen fra 2024 (no). Regjeringen (2022-07-05). Kavet : 2024-03-02.
- ↑ Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, 1993, pajenn 600
- ↑ KerOfis, Ofis publik ar brezhoneg
- ↑ Per Denez, Bro-Norge, Ar Vro 44, miz Du 1967, p. 70.
- ↑ Eil Derez Diwan, Kreizenn ar Geriaouiñ, trede embannadur kresket 1993.
- ↑ (en) The Runic Stones in Jelling
- ↑ (fr) Deroy, Louis & Mulon, Martine : Dictionnaire de noms de lieux, Le Robert, 1992, (ISBN 978-2-8503-6195-1), p. 345.
- ↑ (fr) Suisse, Japon, Norvège… : Ces pays où le chômage est inexistant e Le Figaro, d'an 8 a viz Gouere 2014.
Azia: Arabia Saoudat° • Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Emirelezhioù Arab Unanet^ • Japan • Jordania* • Kambodja^ • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Thailand
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Grenada • Jamaika • Kanada • Papoua Ginea-Nevez • Rouantelezh Unanet • Saint Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Zeland-Nevez
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • an Izelvroioù • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù