Gustav Vigeland
Eus e wir anv Adolf Gustav Thorsen eo Gustav Vigeland ur c'hizeller norvegiat brudet.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Norvegia |
Anv e yezh-vamm an den | Gustav Vigeland |
Anv ganedigezh | Adolf Gustav Thorsen |
Anv-bihan | Gustav |
Anv-familh | Vigeland |
Deiziad ganedigezh | 11 Ebr 1869 |
Lec'h ganedigezh | Halse |
Deiziad ar marv | 12 Meu 1943 |
Lec'h ar marv | Oslo |
Breur pe c'hoar | Emanuel Vigeland |
Yezhoù komzet pe skrivet | norvegeg |
Micher | kizeller, wood carver |
Tachenn labour | Kizellañ |
Studier | Felix Ezzi |
Lec'h labour | Oslo |
Tachenn | modernism |
Prizioù resevet | Knight of the Order of St. Olav |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | reproduction right not represented by CISAC member, reproduction right represented by CISAC-member |
Oberennoù zo en dastumad | Finnish National Gallery, Nationalmuseum, Vigeland installation, Vigeland Museum, Nasjonalgalleriet |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library |
Ganet eo bet e Mandal d'an 11 a viz Ebrel 1869 en ur familh labourerien douar hag artizaned. Aet eo da Anaon d'an 12 a viz Meurzh 1943 en Oslo. Tri breur en deus bet. Unan anezho, Emanuel, a voe un arzour anavezet.
Kregiñ a reas da gizellañ koad pa oa yaouank. Aet da Oslo evit deskiñ tresañ ha kizellañ e sachas evezh ar c'hizeller Brynjulf Bergslien (1830-1889) e 1888. E 1898 e kinnigas e gentañ oberenn, Hagar hag Ismael, en Diskouezadeg arzel Stad. Kregiñ a reas da vezañ brudet e Norvegia hag e broioù all.
E 1891 ez eas da Bariz, Kopenhagen, Berlin ha Firenze. Labourat a reas gant Auguste Rodin. Levezonet eo bet gantañ.
Ur wech distro e labouras evel arzourien all evit nevesaat Nidarosdomen, iliz-veur Trondheim. Kizellet en deus delwennoù a stumm gotek. Un toullad delwennoù tud vrudet en deus graet ivez. Kavout a reer e Bergen un delwenn eus Snorri Sturluson bet kizellet gantañ.
Adalek ar bloavezhioù 20 e labouras evit kumun Oslo. Er bloavezhioù-se e tivizas kemm e anv evit kemer an hini a Vigeland, anv ul lec'h ma vevas en e vugaleaj.
Divizet e voe gant kumun Oslo sevel ul levraoueg e-lec'h ma oa e atalier. Goude daeloù hir a-walc'h e voe divizet 1924 Lojañ anezhañ ha fiziout ennañ aozañ ul lodenn eus Park Frogner (Frognerparken) e kêr Oslo gant ma rofe holl e oberennoù d'ar gumun. Labourat a reas war ar raktres-se betek e varv ha ne voe echu an traoù nemet e 1944. Un 212 delwenn bennak a gaver eno (tud a bep seurt oad e degouezhioù liesseurt ar vuhez) en arem pe e greunvaen. An oberenn vrudetañ anvet Monolitten a zo ur bloc'h greunvaen eus Iddefjorden a 17 m gant 121 tudenn kemmesket o stourm evit tizhout ar penn uhelañ. Tri den o deus labouret eus 1929 betek 1944 evit kizellañ an oberenn. Vigelandparken a zo unan eus lec'hioù touristel darempredetañ Norvegia. Eno emañ Vigeland Museet (Mirdi Vigeland)bet aozet en ti ma vevas ha labouras an arzour. Tresadennoù, maketennoù eus e oberennoù, engravadurioù koad, poltredoù kizellet eus tud brudet en e amzer a gaver er mirdi.
E ludu a zo bet lakaet e tour an ti. Digeriñ a reas ar mirdi pevar bloaz goude e varv.
Mammennoù
kemmañ- Levr-henchañ Guide Bleu "Norvège" e ti Hachette (2012).
- Levr-henchañ Lonely Planet "Norvège" (2011).