Gjirokastra
Gjirokastra pe Gjirokastër (distaget [ɟiɾoˈkastɾa], [ɟiɾoˈkastəɾ] en albaneg ; Αργυρόκαστρο, Argyrókastro e gresianeg) zo ur gêr eus kreisteiz Albania. Kêr-benn rannvro Gjirokastra eo. Annezet eo gant 43 000 a dud[1].
Abaoe 2005 emañ Gjirokastra war roll lec’hiennoù ar Glad bedel, evel ur “skouer eus kêrioù an Impalaeriezh Otoman”. Unan eus koshañ kêrioù Albania eo hag ur greizenn sevenadurel a bouez eo evit kreisteiz Albania, nepell diouzh harzoù Gres. En Epiros, ar c’horn-bro m’emañ Gjirokastra, ez eus un toullad gresianegerien o vevañ. Ur c’hastell bras eus ar Grennamzer zo uhel dreist kêr (Kalaja e Gjirokastres e anv).
E Gjirokastra e oa bet ganet an diktatour Enver Hoxha hag unan eus skrivagnerien anavezetañ Albania, Ismail Kadare.
Notennoù
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Roll lec’hiennoù ar glad bedel (pennad e galleg, saozneg, rusianeg, spagnoleg, sinaeg pe arabeg)
- Lec’hienn Gjirokastra (en albaneg pe e saozneg)
- Keleier eus Gjirokastra (en albaneg hag e yezhoù all)