Gliese 667 Cc
Gliese 667 Cc (anvet ivez GJ 667Cc pe c'hoazh HR 6426Cc), a zo un egzoplanedenn hag a zo he mas etre mas an Douar ha hini ur blanedenn ramzel. Kelc'htreiñ a ra en-dro d'ar steredenn Gliese 667 C hag a zo ur steredenn gorr ruz, lec'hiet da 22,7 bloavezh gouloù eus an Heol. E steredeg ar C'hrug emañ.
He mas a zo etre 2 wech ha 5 gwech mas an douar. Kavet eo bet gant teknik an tizh radial Ur bloavezh warni a bad 28,140 devezh (amzer a lak evit ober tro he steredenn) Tost ar memes kementad gouloù a zo war Gliese 667 Cc ha war an Douar(10% neubeutoc'h e Gliese 667 Cc). Tost-tre eo ar c'hondisionoù warni eus reoù an Douar (85% henvel). Gliese 667 Cc a zo unan eus an egsoplanedennoù e lec'h ma c'hellfe mab-den mont d'en em staliañ.