Glissade (barrez)
E barrez klasel e implijer an termen glissade evit deskrivañ ur pas kaset da-bnn en ur fiñval. Kregiñ a ra an dañserez er pempvet emstumm e demi-plié ha neuze e kas he gar dirak war-raok, reutaat a ra an divc'har pa gemm pouez ar c'horf war an troad astennet ha neuze riskl an troad all evit en em gavout gant egile. Bez' e c'hell bezañ kaset da-benn en avant, en arrière, dessous pe dessus.