Ar Gloster Meteor a oa bet ar c'hentañ karr-nij saoz flistradell hag an hini nemetañ evit ar Gevridi implijet e-pad an Eil brezel-bed. Diorroadur ar Meteor a oa bet liammet ouzh savidigezh ar c'heflusker turbojet. Ar c'heflusker a oa bet savet gant Sir Frank Whittle hag e embregerezh, Power Jets Ltd. Ar c'hentañ labourioù war ar c'harr-nij a oa kroget e 1940, memes ma oa bet kroget al labourioù war ar c'heflusker abaoe 1936.

Gloster Meteor
familh kirri-nij
Iskevrennad eusfirst-generation jet fighter, land-based fighter monoplane, fighter Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
OberataerRoyal Air Force, Royal Australian Air Force Kemmañ
ManufacturerGloster Aircraft Company Kemmañ
First flight5 Meu 1943 Kemmañ
Powered byturbojet Kemmañ
Lakaet er servij27 Gou 1944 Kemmañ
Tennet eus ar servij1980s Kemmañ
Air Ministry specification IDF9/40 Kemmañ
Gloster Meteor Mk skouadrenn No. 616 Squadron RAF e Manston, Kent, 4 a viz Genver 1945
Gloster Meteor F.1 eus ar skouadrennn No. 616 Squadron

Kentañ nijadenn ar Meteor a oa bet d'ar 5 a viz Meurzh 1943, lakaet e voe e servij hag implijet adal ar 27 a viz Gouhere 1944 gant ar skouadrenn No. 616 Squadron RAF. Lesanvet ar "Meatbox", ar Meteor ne oa ket ur c'harr-nij luziet e-keñver doare nijal, met berzh a reas memestra evel karr-nij brezel. Gloster a embannas e 1946 ar Meteor F.4 trevour bez e voe ar c'hentañ karr-nij jet degemeret evit an trevourien dre ar bed.