Ar stêr Cuch, pe Afon Cuch e kembraeg (skrivet Cych e saozneg) zo ur stêr vihan eus mervent Kembre, adstêr d'ar stêr Teifi, ul lev hanter er c'hornôg da gêrig Castell Newydd Emlyn. Div lev hanter hed zo dezhi. Hi an hini a ra an disparti etre hanternoz Sir Benfro ha Sir Gaerfyrddin.

Kember ar stêrioù Cuch (en tu dehou) ha Teifi

Eieniñ a ra ar stêr Cuch en torgennoù etre Crymych (Sir Benfro) ha Cynwyl Elfed (Sir Gâr).

Daou froud, Sylgen ha Barddu, o kemberañ e Cwmorgan a ya d'ober ar stêr Cuch. Alese e red ar stêr war -du ar gwalarn. Goude ur c'hilometr bennak e kember ar stêr Mamog, deuet eus ar reter, e-tal Capel Iwan. neuze e red dre ur saonenn strizh koadek d'ober Glyn Cuch (pe Cwm Cuch). E-kerzh he red dre ar saonenn e tegouezh meur a wazh all, ar stêrioù Pedran ha Dulas, eus ar c'hornôg, d'en em deuler er stêr Cuch. E-kichen kêriadennig Abercych e teu e-maez eus Llyn Cuch.

Lennegezh

kemmañ
 
Pwyll o chaseal e Glyn Cuch - en diadreñv e weler Arawn, prest da dennañ war ar c'harv. Skeudenn eus levr Charlotte Guest, troidigezh saoznek eus ar Mabinogion (eil embannadur, 1877)

E Glyn Cuch e c'hoarvez chaseadenn Pwyll Pendefig Dyfed e skourr kentañ Pedair Cainc y Mabinogi:

Pwyll, Pendefig Dyfed, a oa aotrou war seizh kantrev rouantelezh Dyfed. Un deiz ez eas da chaseal. En em gavout a reas gant Arawn, roue Annwn.