Glywys
Roue kentañ Glywysing, e gevred Kembre, e oa Glywys er Vvet kantved. E anv a roas d'e rouantelezh.
Mab koshañ ar roue Solor e oa Glywys, ha meneg zo anezhañ evel un den santel en un enskrivadur en Ogmore. Dimezet e oa da Gwawl, merc'h d'ar roue Ceredig, eus Ceredigion, ha daou vab warn-ugent o dije bet.
Hervez an hengoun en defe tremenet bloavezhioù diwezhañ e vuhez evel penitiour. Mont a reas da gernev-Veur, ma savas iliz Penryn. Se zo kaoz e vez graet Glywys Cernyw anezhaén alies.
D'e rouantelezh, anvet Cerniv betek-hen, e rojod e anv goude e varv.
Evel ma oa ar c'hiz en amzer-hont e voe rannet etre e bevar mab: Gwynlliw Farfog, Pawl, Merchwyn Vesanus, hag Edelig Edeligion. Tri c'hantrev a voe krouet: Gwynllwg, Penychen ha Gorfynydd.
Liammoù diavaez
kemmañ
En e raok: den ebet |
Roue Glywysing ) 480 |
War e lerc'h: Gwynlliw Farfog Pawl Merchwyn Vesanus Edelig Edeligion |