Gondar pe Gonder (Amhareg: ጎንደር, Gondär) zo ur gêr vras hag un distrig en Etiopia. Emañ en norzh da Lenn Tana, hag er mervent d'ar menezioù Simien. E 2133 metr uhelder a-us ar mor emañ. E 2016 e oa annezet gant 621 168 a dud.

Gondar

Gwechall e voe kêr-benn Impalaeriezh Etiopia (etre 1632 ha 1855) ha kêr-benn proviñs kozh Begemder e oa bet ivez. E kêr e kaver aspadennoù eus meur a gastell, evel da skouer Fasil Ghebbi. Bet eo Gondar ivez ur greizenn a bouez evit Yuzevien Etiopia.