Gors-las

(Adkaset eus Gorslas)

Gors-las pe Gorslas,[1] zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Kembre, e Sir Gaerfyrddin. Emañ er mervent da gêr Rhydaman, el lodenn eus Sir Gaerfyrddin ma veze eztennet glaou ha gwechall e oa pouezus labour ar mengleuzioù glaou er vro.

Ouzhpenn kêriadenn Gorslas, e kaver ar c'hêriadennoù-mañ er gumuniezh : Cefneithin, Capel Seion, Foelgastell ha Dre-fach. Er gumuniezh ivez emañ Llyn Llech Owain, ul lenn krouet gant Owain Lawgoch hervez ar vojenn.

E 2011 e oa 4 066 a dud o chom e Gorslas ha 2 523 anezho a oa kembraegerien (64,1%)[2]

Notennoù

kemmañ
  1. Enwau Cymru - Canolfan Bedwyr
  2. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..