Owain mab Urien

(Adkaset eus Owain ab Urien)

Owain mab Urien (Owein alies e saozneg), a varvas war-dro 595, a oa mab da Urien, roue Rheged. Gant e dad e stourmas ouzh Angled Bernikia.

Owain en istor

kemmañ

Meneget eo Owain e barzhonegoù Taliesin, a oa barzh e dad Urien. En ur varzhoneg eo meneget evel trec'hour Emgann Alclud Ford. En unan all, Gweith Argoed Llwyfain (" Emgann Argoed Llwyfain") ez eus anv eus un emgann etre tud Rheged renet gant Urien, hag Owain en o zouez, ha gwazed Bernicia renet gant "Fflamddwyn" (Laer an Tan), a c'hallfe bout ar roue angl Theodoric. Pa c'houlenn Fflamddwyn ostajed digant ar Vrezhoned e huch Owain stourm kentoc'h eget plegañ d'an Angled.

Taliesin an hini a savas Marwnad Owain, ur c'h-klemmgan da Owain, ma lavar ar barzh e voe lazhet Fflamddwyn gant Owain:

Pan laddodd Owain Fflamddwyn Nid oedd fwy nogyd cysgaid
Cysgid Lloegr llydan nifer A lleufer yn eu llygaid
A rhai ni ffoynt haeach A oeddynt hyach na rhaid
Owain a'u cosbes yn ddrud Mal cnud yn dylud defaid


pa lazhas Owain Fflamddwyn ne voe ket muioc'h (dezhañ) eget kousket
Kousket (eo) Lloegr [Saoz] ledan ha gouloù en o daoulagad
Hag ar re ne dec'hjont ket a voe haeloc'h eget (na voe) ret
Owain o c'hastizas garv evel ur bagad (bleizi) o heuliañ deñved

Degouezhout a reas rouantelezh Rheged dezhañ goude marv e dad Urien. Kenkent e lammas warnañ ar rouaned vrezhon amezek, Dunaut Bwr eus Dunoting ha Gwallawc Marchawc Trin eus Elmet, ha hennezh a arsailhas ivez breur Owain, Elffin, tra ma oa Owain hag e vreur all Pasgen, o vrezeliñ ouzh Dunaut.

Owein a vije bet tad da Sant Kentigern, ha mamm ar sant a vije Denw, merc'h "Leuddun", a greder e oa Lot Luwddoc roue Lothian, a zo breur-kaer Arzhur hervez ar vojenn.

Mojenn

kemmañ

Owain eo ar marc'heg en danevell Iarlles y Ffynnon, er Mabinogi.
Anezhañ e teu an anv Ywain (pe Yvain, Ewain, Uwain), e-barzh romant Chrétien de Troyes, le chevalier au lion.