Ur goubenner zo ur seurt sac'h, leun a blu peurvuiañ, da lakaat dindan ar penn pa gousker en ur gwele.

Daou c'houbenner.
Er gwele, eoullivadur war gartoñs, gant Henri de Toulouse-Lautrec, 1892 (Mirdi Orsay, Pariz).

Un doagenn a vez lakaet da wiskañ ar goubenner ha d'e ziwall a louzañ peurvuiañ.

Hir eo istor ar goubennerioù: e mezopotamia gozh e oa anezho dija.

Goubennerioù koad ha maen zo bet kavet er bezioù.

 
A Goubenner sinaat eus an dierniezh Jīn (1115–1234)

E Sina e veze goubennerioù pri-poazh.

Emgannoù

kemmañ
 
Emgann gant goubennerioù en Buenos Aires (Arc'hantina)

E kazarnioù ha skolajoù e oa ar c'hiz d'ober emgannoù gant goubennerieioù hag a servije da skeiñ dizrouk gant ar re all.

Pennadoù kar

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.