Gouel Dwynwen
Gouel Dwynwen, pe Dydd Santes Dwynwen (|ˈdɨːð ˈsantɛs ˈdʊɨnwɛn|}} evel ma vez laret e kembraeg, eo gouel ar santez Dwynwen, ur briñsez vrezhon eus ar Vvet kantved, hag a vez lidet d'ar 25 a viz Genver, hag enoret e Kembre evel santez an amourouzien, evel ma vez lidet ar Valentine's Day er broioù saoznek[1].
Ar vojenn
kemmañMerc'h e oa Dwynwen, pe Dwyn, da v-Brychan, roue Brycheiniog er Vvet kantved. Hennezh en devoa merc'hed e-leizh, 24 hervez ar vojenn. Orgediñ a reas Dwynwen ouzh Maelon Dafodrill met ragaozet e oa un dimeziñ all gant he zad. Savet droug e Maelon, hag eñ da wallañ Dwynwen. Tec'hel a reas Dwynwen d'ar c'hoadeier ma c'houlennas ouzh Doue ankouaat Maelon.
Gant he c'hoar Ceinwen e oa aet da Enez Mon da chom, war an aod. Diwar he lerc'h eo bet anvet Ynys Llanddwyn ha Porthddwyn, war lez ar Menai. Un iliz vihan zo bet savet eno d'ar santez. Menel a reas kousket. En he hunvre e welas un ael a roas dezhi ur banne died dous da ziverkañ ar soñj eus Maelon diwar he spered, ha treiñ ar paotr en skorn.
Llanddwyn
kemmañEn Enez Llanddwyn, tostik da Enez Mon, e weler rivinoù iliz Dwynwen c'hoazh. Eno emañ Puñs Dwynwen ma'z eus ur pesk sakr o neuial ha gantañ e vez diouganet planedenn an amourouzien. Ma verv an dour dirak ar weladennerien o devo karantez ha chañs vad, a gredont.
Er XIVvet kantved e voe gweladennet an enezenn gant ar barzh kembraek Dafydd ap Gwilym. Hennezh a welas ur skeudenn alaouret en iliz, poltred Dwynwen. Goulenn a reas digant ar santez mont da jubenn etrezañ ha Morfudd, ar plac'h a felle dezhañ gounit, petra bennak ma oa dimezet Morfudd !
Lid
kemmañEr bloavezhioù 1960 e teuas d'ur studierez eus skol-veur Bangor, Vera Williams hec'h anv, ar soñj da enoriñ Santez Dwynwen.
Santez an amourouzien eo e Kembre ha lidet e vez Dydd Santes Dwynwen (Deiz santez Dwynwen) d'ar 25 a viz Genver, ken brudet eno abaoe ar bloavezhioù 1960 ha Gouel Valentin e broioù zo e miz C'hwevrer. Embannet e vez kartennoù-post da gas d'ar re a garer, aozet e vez sonadegoù.
E 2003 e oa bet emglev etre Bwrdd Yr Iaith (ofis ar c'hembraeg, koulz lavarout) hag ar gompagnunezh Tesco (evel ar stalioù U, pe Leclerc en breizh) o skignañ 50,000 kartenn en 43 stal zo e Kembre. En ur gartenn e oa ur galon diseurt, hag an hini he c'have a oa da gaout ur priz. Doareoù all da lidañ ar santez (hag ar yezh) zo bet kinniget gant ar Bwrdd.
Ar vojenn d'ar vugale
kemmañE skolioù Kembre e vez komzet eus istor ha mojennoù ar vro, un dra ha ne vez ket graet e skolioù Breizh, na zoken er c'hlasoù brezhoneg peurliesañ. Kontet e vez d'ar vugale vihanañ istor merc'h kaerañ ar roue brezhon Brychan Brycheiniog, en devoa unnek mab ha peder merc'h warn-ugent (a-wechoù e vez lavaret en devoa ouzhpenn hanter-kant bugel), met n'eo ket an istor evel ma'z eo anavezet gant an dud vras.
Sot-pitilh e oa aet gant un den anvet Maelon, hag a gare anezhi ivez. Digant he zad e c'houlennas an aotre da zimeziñ da Maelon hogen Brychan ne gare ket ar paotr ha nac'h a reas reiñ e verc'h dezhañ. Pediñ hag aspediñ a reas Maelon, ha Dwynwen ivez, met Brychan ne blegas ket, ma rankas Maelon mont kuit. Ken glac'haret e oa Dwynwen ma'z eas da reuiñ d'ur c'hoad bras-bras. Eno e reas un hunvre hag e kavas un ael a reas anezhi santez ar garantez.
References
kemmañ- ↑ Davies, John; Jenkins, Nigel (2008). The Welsh Academy Encyclopaedia of Wales. Cardiff : University of Wales Press. 228 p. ISBN 978-0-7083-1953-6.