Gouel Kan ar Vartoloded

Gouel Kan ar Vartoloded a zo ur festival hag a vez bep daou vloaz e-pad an hañv e Pempoull. Sachañ a ra touristed (war-dro 140 000 e 2015) eus Europa ha bigi eus ar bed.

Aozet e voe ar festival da gentañ etre 1989 ha 1991, hag adlañset e 1997.

E 2008 e voe ar c’hentañ gouel e Breizh o tapout al label Ya d’ar Brezhoneg roet gant Ofis ar Brezhoneg. Divyezhek eo lec'hienn internet (teiryezek gant ar saozneg), skritell ha panelloù ar festival.

Un nebeud kanerien ha sonerien

kemmañ

War al leurenn vras: Hughes Aufray, Denez Prigent, Les Goristes, I Muvrini, Les Marins d'Iroise, Souad Massi, Les Souillés de fond de cale, Youssou N'Dour,...

Un nebeud bigi

kemmañ

Kaskelot, Al Louarn (bag), La Recouvrance

Liammoù diavaez

kemmañ

Lec'hienn ofisiel