Souad Massi, bet ganet d’an 23 a viz Eost 1972 e karter Bab El Oued e Aljer, a zo ur ganerez, saverez kanaouennoù ha gitarourez aljerian. Genedik eo eus Boghni e wilaya Tizi Ouzou.

Souad Massi e 2011

He buhez

kemmañ

A orin deus ur familh aljerian paour o chom e Mechtras (Daîra de Boghni), dizoloet e vez ganti ar chaâbi da gentañ hag ar rock amerikan, ar folk, ar c’hountry, ar fado portugalek hag ar sonerezh arabeg-andalouzian da c’houde. Desket e vez gant Souad ar sonlenn ha seniñ gitar gant kevredigezh an arzoù-kaer e Aljer. Plijet eo gant ar flamenco, hag e krog da seniñ gant ar strollad « Les Trianas d’Alger » adalek 1989.

Ar Brezel sivil Aljerian hag ar brezel a-enep d’ar sponterezh islamour e-kerzh an dekvloaziad Du er bloavezhioù 1990 a lak diaes he respet soner, setu perak e tibab Souad da gendec’hel studioù kersavouriezh a-benn dont da vezañ ijinourez. En arvar eo en Aljer, rankout a ra kuitaat ar gêrbenn ha repuiñ gant he familh e Kabilia, e lec’h ma vez labouret ganti evit un embregerezh arkitekouriezh.

D’an 10 a viz genver 1999 eo pedet Souad Massi er festival Maouezed deus Aljer er C’habaret Sauvage e Pariz. Chom a raio e Bro C’hall goude bezañ bet merzhet gant meur a diez embann sonerezh. Sinañ a ra ur gevrat gant Island-Mercury (Universal Music) ar memes bloavezh. Raoui (Ar marvailher), embannet e 2001, a vo he albom kentañ. Gwelet eo evel aroz ar yaouakiz aljerian. E 2003 e vez savet un eil albom ganti, Deb.

E 2005 e vez gwiloudet ganti he babig kentañ, ha savet he zrede albom Mesk Elil. An oberenn-se a c’hounez priz « sonerezh ar bed » e-pad lid ar Victoires de la Musique e 2006. An ton Dar Dgedi (« Ti ma zad-kozh ») a zo bet skrivet e-kerzh kasadenn he familh deus Aljer betek rannvro Kabili.

Kemer a ra perzh ar ganerez aljerian er vandenn-son savet evit ar film ''Azur hag Asmar'' gant Michel Ocelot e 2006. Deuet eo he zon, « Luskellerez Azur hag Asmar » da vezañ brudet a-drugarez d’ar berzh graet gant an dresadenn-vev.

He fevare albom, Ô Houria, a zo embannet d’an 8 a viz du 2010. Enrollet eo an tonioù e Astaffort gant studio Francis Cabrel, hag a enroll ivez un ton ganti. An albom, daoust da vezañ levezonet gant pezhioù rock, a zo atav meur a werzioù enañ, unan eus arbennikadurioù Souad.

Souad Massi a veskl meur a zoare da seniñ disheñvel evel ar folk-rock, ar châabi hag ar sonerezh arabeg-andalouzian, gant testennoù hiniennel, levezonet gant barzhonniezh ha droug-hirnez. Kan a ra alies a-walc’h en arabeg aljerian, a-wechoù e galleg, e saozneg hag e yezh amazigh zoken. Implijet e vez ganti meur a yezh er memes ton.

Abaoe 2011, e kan Souad gant « Les chœurs de Cordoue », ur strollad savet ganti hag ar soner gitar Eric Fernandez. Implijet eo bet an anv Cordoue gante da enoriñ ar gêr spagnat brudet evit bezañ bet kêrbenn ar sevenadurezh, o kemmeskañ an arzoù kristen, muzulman, yuzev hag andoueat gant doujañs ha rannerezh.

E 2015 e vez embannet ganti El-Mutakalimun(Ar Prezegourien), he pemvet oberenn, un albom savet evel ul lid-koun d’ar barzhonniezh arabeg.

He oberenn ziwezhañ anvet Oumniya a zo embannet e 2019.

Un nebeud pladennoù

kemmañ
  • 2001: Raoui
  • 2003: Deb
  • 2005: Mesk Elil
  • 2007: Live acoustique
  • 2010: Ô Houria
  • 2015: El Mutakallimun
  • 2019 : Oumniya

Liammoù diavaez

kemmañ

Lec’hienn ofisiel