Gouel an Eost
Gouel an Eost zo ur fest a vez bep bloaz e Plougouloum, e Bro-Leon abaoe 1981. War zigarez lidañ an eost, an artizaned, al labouerien-douar, e vez enoret sevenadur Breizh hag ar sevenadur keltiek. Aozet e vez abadennoù sonerezh, hag abadennoù evit dougen bri d'ar glad. E 2011 e oa bet aozet an tregontvet fest.