Goulenn hollek a reer en armerzh eus hollad ar goulennoù evit madoù ha servijoù e marc'had ur Stad nemetken, er gennad publik pe brevez, gant ar vevezerien hag an embregerezhioù.

Termenadur

kemmañ

Ar goulenn hollek a zo sammad an dispignoù gouarnamantel, an ezporzhiadennoù,, postadurioù an embregerezhioù ha bevezadur an tiegezhioù.

Displeget e vez modenone ar PDG gant argemm ar goulenn hollek, da lavaret eo ma tigresk ar postadurioù e tigresko ar PDG ha vice-versa da skouer.
Kemmadur unan eus arventennoù ar goulenn hollek (dispignoù gouarnamantel, postadurioù, ezporzhiadennoù ha bevezadur dibenn) a grouo stroñsoù war ar goulenn, un darvoud hag a gemm ar goulenn ; gallout a ra bezañ pozitivel (muioc'h a goulenn) pe negativel (nebeutoc'h a c'houlenn)). Ar stroñsoù war ar goulenn a lakaio PDG ar Stad da gemm-digemm.

Ar pep pouezusañ da zeskiñ :

Goulenn hollek = Bevezadur + Postadurioù + Dispignoù gouarnamantel + Ezporzhiadennoù