Gour mann (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen gour mann, gour ambersonel pe displegadur amc'hour evit komz eus un doare da displegadur ambersonel tost-tre pe kevatal penn-da-benn e ster ouzh hini an tu-gouzañv.

Diforc'h gant an tu-gouzañv

kemmañ

Disheñvel eo diouzh an tu-gouzañv rik, avat, dre ma ne vez ket resisaet gant an displegadur ambersonel pehini eo ar graer yezhadurel er frazenn, da skouer:

Gour mann: "Komz a reer galleg e Kanada"
Tu-gouzañv: "Komzet e vez galleg (gant tud 'zo) e Kanada"

Er yezhoù keltiek

kemmañ

Er yezhoù keltiek e c'heller displegañ ar verboù en un doare ambersonel pe dic'hour (anvet ivez "displegadur emren" pe "autonomous" e saozneg a-wezhoù ivez), da skouer e brezhoneg:

amzer vremañ: "hader"
amzer amdremenet: "haded"
amzer dremenet strizh: "hadjod"
amzer da zont: "hador"
amzer divout (bremañ): "hadfed"
amzer divout (tremenet): "hadjed"

Daoust ha m'emañ tost ster stumm ambersonel ar verb er yezhoù keltiek ouzh an tu-gouzañv eo disheñvel o frammadur kevreadurel, rak n'heller ket resisaat graer an ober gant ar stumm ambersonel hag er yezhoù keltiek implijet gante troadoù e vez implijet an akuzativel evit merkañ gouzañver an ober kentoc'h evit an nominativel, da skouer en iwerzhoneg:

Ná cáitear tabac
"Na implijer ket butun" ("Arabat implijout butun")
Táthar ag déanamh bóthair nua
"Emeur o sevel un hent nevez"

Er yezhoù baltek-finnek

kemmañ

Gant ar yezhoù baltek-finnek, en o zouez ar finneg hag an estonieg, e vez implijet un displegadur ambersonel anvet alies an "tu amstrizh" (e saozneg "indefinite voice"), da skouer:

talo maalataan
"livañ an ti a reor/reer" / "o livañ an ti emeur"

A-wezhoù reer ouzh an doare diplegadur-mañ ar "pevare gour", met gwell eo ober hep implijout an termen-mañ dre ma c'hell ober dave d'ur fed yezhoniezh disheñvel-mik (s.o. ar pennad "pevare gour").

En degouezh-mañ ec'h implijer an troad nominativel evit merkañ renadenn/gouzañver an ober. Implijet e vez an troad akuzativel avat pa lakaer un raganv-gour da renadenn/gouzañver ur frazenn ambersonel, da skouer:

minut unohdettiin
"Ma ankounac'haat a rejod" (= "Ankounac'het e oan bet")

Er yezhoù skandivanek

kemmañ

Daoust ha ma reer "tu-gouzañv" anezhañ peurliesañ, emañ tostoc'h an displegadur ambersonel merket gant al lostger "-es" er yezhoù skandinavek ouzh ar gour mann, da skouer e svedek:

Böckerna såldes
"Gwerzhañ a reer levrioù" (="Levrioù da gwerzhañ")

Disheñvel eo diouzh an displegadur ambersonel er yezhoù keltiek ha finnek avat dre m'eo eo diamzeriek, da lâret eo n'haller ket lakaat an diforc'h etre an amzer dremenet, an amzer vremañ, an amzer da zont, hag evit resisaat an amzer e ranker implijout frammadurioù all diazezet war verboù-skoazell (bli: "dont da vezañ" pe är: "bezañ"), da skouer e svedeg:

Böckerna blev sålda
Böckerna var sålda
"Gwerzhet e oa bet levrioù"

Disheñvel eo ar frammadur skandivanek diouzh an displegadur ambersonel rik dreist-holl peogwir e c'heller resisaat pehini eo ar graer yezhadurel er frazenn, da skouer:

Böckerna såldes av min bror
"Gwerzhet e oa bet/e vez al levrioù gant ma breur"

Gwelit ivez

kemmañ