Gran Turismo (heuliad c'hoarioù video)
thumb|300px|Logo an heuliad c'hoarioù video Gran Turismo Gran Turismo (グランツーリスモ Guran Tsūrisumo, berraet e GT) zo un heuliad c'hoarioù video redadeg otoioù brudet mat ha sevenet gant Polyphony Digital. Sevenet evit ar c'hoñsolennoù Playstation nemetken, ar c'hoarioù Gran Turismo a glask reiñ an tu d'ar c'hoarierien da implij un toullad otioù redadeg gant ar pal ma vefent an tostañ da geñver gwirionez an neuz hag an doare d'o vleniañ. Abaoe penn-kentañ ar Frañchiz e miz Kerzu 1997, tro 76 milion skouerenn a voe gwerzhet dre ar bed war ar c'hoñsolennoù PlayStation 1, PlayStation 2, PlayStation 3, ha PlayStation Portable, o lakaat an heuliad da vezañ an hini gwerzhet ar muiañ ha perc'hennet gant ar merk PlayStation.
Labour da-heul | Gran Turismo |
---|---|
Tachenn | racing video game |
Ti-embann | Sony Interactive Entertainment |
Bro orin | Japan |
Diorroer | Polyphony Digital |
Lec'hienn ofisiel | http://www.gran-turismo.com |
Deskrivet en URL | https://www.digitalfoundry.net/video-game-franchises/gran-turismo |
Evit adkavout ganedigezh an heuliad Gran Turismo e vez ret distreiñ bloavezh 1992, pa oa bet karget Kazunori Yamauchi gant ur skipailh seizh den all da seveniñ ar c'hentañ c'hoari Gran Turismo, 5 bloaz a voe ezhomm dezho evit e echuiñ. E miz Kerzu 2015, ouzhpenn 76,5 milion skouerenn eus ar c'hoarioù Gran Turismo a oa bet gwerzhet.
An heuliad c'hoarioù video Gran Turismo a oa bet sevenet gant Polyphony Digital ha produet gant Kazunori Yamauchi. Ar pezh a zedenn ar c'hoarierien en heuliad Gran Turismo eo ar grafikoù uhel, un niver uhel a girri-tan a vez tu bleniañ, an adsevel spis d'ar c'hirri-tan, an doare bleniañ tost ouzh unan gwirion,hag an tu a vez roet d'ar c'hoarierien da zegas kemmoù d'an otoioù evit gwellaat pe personelaat hervez ar c'hoantoù.