Grindylow
E folklor Bro-Saoz, ar grindylow, skrivet grundylow ivez, zo ur c'hrouadur dreistnatur. Goulakaet ez eus bet e teufe an anv eus Grendel, un dudenn a gaver e deroù dornskrid Beowulf (aozet e-tro 730)[1],[2]. An anv pe ar ger grendel a gaver ivez e meur a garta hensaoznek, ma vez stag ouzh stankoù, lennoù ha taouarc'hegi.
E kontelezhioù Yorkshire ha Lancashire dreist-holl ez eus meneg eus grindylows[1].
Deskrivet int evel tudigoù glas-gwer o c'hroc'hen skantek, lemm o skilfoù hag o dent, skarn o divrec'h ha hir o bizied. E poulloù ha geunioù e chomont da c'hortoz bugale dibreder, a bakont gant o c'hrog nerzhus-meurbet hag a gasont ganto e deun an dourioù[3][4]
Arveret eo bet mojenn ar grindylow evit pellaat ar vugale diouzh al lec'hioù ma c'hellent beuziñ : poulloù, stankoù, geunioù hag all[5],[6].
Krouadurioù mojennel all par d'ar grindylow zo e folklor Bro-Saoz : Peg Powler, a vev er stêr Tees, Nanny Powler er stêr Skerne (un adstêr d'an Tees), Jenny Greenteeth (e Lancashire ha Staffordshire ; Ginny Greenteeth, Jeannie Greenteeth ha Wicked Jenny e Cheshire)[4],[5].
Er sevenadur a-vremañ
kemmañ- Grindylows zo e levrioù ha filmoù Harry Potter ; el lenn a zo e-kichen Hogwarts e vevont.
- Ur c'houennad enebour anvet grindylows zo er romant The Scar gant China Miéville[7].
- Euzhviled-dour anvet grindylows zo er c'hoari roll Pathfinder – Bestiary 2[8].
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (en) The Nineteenth Century and After, levrenn 68 (Gouhere-Kerzu 1910). Leonard Scott Pub. Co. p. 556 — Forgotten Books, 2018 (ISBN 978-0-243-03299-0)
- ↑ (en) Schilling, Karl Georg (1906). A Grammar of the Dialect of Oldham. p. 17.
- ↑ (en) Harland, John (1867). Lancashire Folk-Lore. Frederick Warne and Co. p. 53 — Legare Street Press, 2021 (ISBN 978-1-01-513066-1)
- ↑ 4,0 ha4,1 (en) Briggs, Katharine (1976). An Encyclopedia of Fairies. Pantheon Books. p. 206. (ISBN 0394409183).
- ↑ 5,0 ha5,1 (en) Wright, Elizabeth Mary (1913). Rustic Speech and Folk-Lore. Humphrey Milford, Oxford University Press. pp. 198-199 — CSIPP, 2015 (ISBN 978-1-5087-0367-9)
- ↑ (en) Colbert, David (2008) [2001]. The Magical Worlds of Harry Potter. Berkley Publishing Group. pp. 123-124. (ISBN 0-9708442-0-4)
- ↑ (en) Miéville, China. The Scar. Pan Macmillan, 2002 (ISBN 978-0-333-78174-6) ; (fr) Les Scarifiés", Pocket, 2008 (ISBN 978-2-266-15499-4)
- ↑ Paizo Inc., 2011 (ISBN 978-1-60125-268-5)