Guido Arezzo (pe Guido Monaco en italianeg) a oa ur manac'h beneadat italian, ganet e-tro 990 ha marvet war-lerc'h 1033, d'ar 17 a viz Mae 1050 hervez mammennoù 'zo. En Arezzo e vije bet ganet, ma n'eo ket e Ferrara, Pomposa, Talla pe c'hoazh en ur gêr italian all, n'eur ket sur ha biken ne vor moarvat.

Guido Arezzo

Oberour ar Micrologus eo (adkopiet eo bet 17 gwech betek ar XVIvet kantved). Krouet en deus ivez an dorn guidonian lec'h ma vez lakaet "klavoù"; ur benveg sonerezh e oa evit ar solfadurezh: aes e veze gwelout ar c'houlzadoù ha c'hoari sonerezh hep benveg.

Kelenner war ar sonerezh e oa, eñ eo en deus anvet an notennoù diazezet war gerioù kentañ un ton relijiel latin, himn da Yann-Vadezour, krouet gant Paolo Diacono (tro 720-799):

Ut queant laxis
Resonare fibris
Mira gestorum
Famuli tuorum,
Solve polluti
Labii reatum,
Sancte Ioannes.

Kemeret en deus perzh ivez e troidigezhoù tonioù gant e ijinadenn anvet «c'hwec'hkordenn», hendad ar "portée", ul lec'h resis da bep notenn, kontrol d'an "neumoù" eo.