Guillaume Moullec a oa ur c'hoarier mell-droad ganet d'an 30 a viz Gouhere 1980 e Brest. Daoust dezhañ bezañ bet stummet e Naoned e teuas da vezañ melldroader a-vicher evit skipailh Montpellier. Goude un nebeud bloavezhioù e Breizh e sinas e Clermont Foot e 2010. Distreiñ a reas da Vreizh e penn kentañ 2013 a-benn skoazellañ skipailh Kerc'hfaou. Kabiten skipailh Breizh a voe. Pemp krogad en deus c'hoariet dindan roched an Diaouled Du. E miz Mae 2014 e tibab mont war e leve ha mont da c'hourdoner e Sant-Brewenn.

Red-micher kemmañ


Skipailh Breizh kemmañ

Bloavezh Eneber Mun
2008   Republik Kongo 45
2010   Korsika 64
2010   Togo 75
2011   Ginea ar C'heheder
2013   Mali 45