Guy Maurice Marie Louise Verhofstadt (distaget [ˈɣiː vərˈɦɔfstɑt] e nederlandeg ; ganet d'an 11 a viz Ebrel 1953 e Dendermonde) zo ur politiker belgiat eus Flandrez. Kentañ Ministr Belgia e oa bet eus 1999 da 2008, bes-kentañ ministr eus 1985 da 1992 ha ministr an Arc’hant eus 1985 da 1992. Kannad e oa bet e Kambr an Dileuridi, evit pastell-vro Gent-Eeklo eus 1985 da 2009.

Guy Verhofstadt e 2014 e Parlamant Europa

Abaoe 2009 ez eo unan eus kannaded Belgia e Parlamant Europa hag eno emañ e penn ar strollad ALDE (Emglev al Liberaled hag an Demokrated evit Europa). War ar renk e voe en anv ar strollad-se evit bezañ prezidant Komision Europa e 2014.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.