Gwalarn (levr)
Gwalarn (Kite & windsurf en Bretagne) a zo ul levr bet savet gant Olivier de Puineuf hag Erwan Crouan. Maketennet eo bet gant Gurvan Tymen, hag embannet eo bet gant Coop Breizh e 2006. Ennañ e kont an aozerien diorren ar windsurf e Breizh. Rannet eo al levr e c'hwec'h lodenn :
- ganedigezh ar windsurf e Breizh
- diorren ar funboard
- diorren ar c'hitesurf
- lec'hiennoù Breizh ma c'haller pleustriñ war ar windsurf
- gwagennoù brasañ ar vro
- pouez ar windsurf a-fet armerzh