Gwallreuz Kevre Kampioned an UEFA 2022

Bec'h bras a oa savet e-kerzh tro-serr Kevre Kampioned an UEFA 2022 d'an 28 a viz Mae 2022, e-tal Pariz e Bro-C'hall.

Ar Stade de France

Fedoù

kemmañ

Ouzh dor Stadiom Bro-C'hall e Saint-Denis, e Bro-C'hall, dres a-raok hag e-pad ar c'hrogad diwezhañ etre skipailh saoz Liverpool hag ar skipailh spagnol Real Madrid d'an 28 a viz Mae 2022.

Kalz harperien saoz a oa chomet sac'het dirak dorioù ar stadiom e-pad eurvezhioù memes pa oa kroget an abadenn mell-droad[1]. Torfedourien o devoa tennet gounid eus an darvoud evit laerezh ha tagañ ar Saozon ha mont er stadiom hep bilhed. Poliserien Bro-C'hall o devoa implijet gazoù e-leizh evit klask degas ar peoc'h en-dro diwar-goust ar Saozon hag a oa peoc'hus.

Obererezhioù an archerien a oa bet harpet goude-se gant politikerien uhel ar gouarnamant gall ha gant an UEFA, oc'h embann dibrouenn e oa betek 40 000 Saoz o devoa klasket dont tre ar stadiom divilhed. Ken spontus e oa bet ar cholori ma voe rediet daleañ lañs ar c'hrogad eus 36 munutenn.

An harperien hag ar gazetennerien a oa bet buan o tiskleriañ e oa ar gouarnamant gall o livañ gevier (Amélie Oudéa-Castéra ha Gérald Darmanin)[2] [3] hag e oa peadra da brouiñ kement-se. Goulennet eo bet buan gant Bro-Saoz lakaat ober un enklask evit gouzout petra a oa erruet.

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ