Ur gwareger zo un den hag a denn saezhoù, pe biroù, gant ur wareg. Implijet eo bet ar waregerien en armeoù, war-droad kenkoulz ha war varc'h, abaoe amzerioù pellañ an Henamzer, roud a gement-se a weler war monumantoù an Asirianed evel war re Henegiptiz, ha betek dibenn ar Grennamzer. Robin Hood ha Wilhelm Tell a oa, hervez ar mojennoù, brudet da vezañ gwaregerien eus ar re wellañ.

Gwareger asirian Ninive. 700-692 a. C. British Museum.
Wu Fu
Gwareger saoz.
  • En emgann Azincourt en 1415, edo ar waregerien saoz o tennañ saezhoù war ar varc'hegeion c'hall, hag ar re-se a voe trec'het .
 
  • Er brezelioù a-enep an Europeaned n'o devoa an Amerindianed nemet gwaregoù da dennañ da gentañ.

Mojennoù

kemmañ
  • Kupidon zo un doue roman gant ur wareg da dennañ war ar c'halonoù
  • Diana, doueez ar chase, a vez gwelet alies gant he gwareg