Gwener ar Groaz (pezh-c'hoari)
Gwener ar Groaz zo titl ur pezh-c'hoari berr (un arvest) gant Jarl Priel bet embannet en niverenn 25 (Meurzh - Ebrel 1951) eus ar gelaouenn Al Liamm - Tir na n-Óg.
Ma fizier er pezh a oa bet skrivet gant an oberour e-unan e oa bet peurechuet e bezh-c'hoari gantañ d'an 29 a viz Meurzh 1950 (29-III-1950) en e di e Priel (Aodoù-an-Arvor).
An tudennoù
kemmañ- Miriam, gwreg ar c'here Simon ar Sirenead,
- Lia, unan eus amezegezed Miriam (ne vez nemet damglevet he mouezh er penn-kentañ),
- Andrev, mab da Simon ha Miriam (ne vez na gwelet na klevet),
- Rufus, mab da Simon ha Miriam (ne vez na gwelet na klevet),
- Rebekka, unan eus amezegezed Miriam,
- Noemi Vihan, merc'h ar baraer,
- Salome, unan eus amezegezed Miriam,
- Simon ar Sirenead, kere diouzh e vicher,
- An Druilheg a ziskouezo bezañ an torfedour Barrabas e gwirionez, kenderv da vMiriam,
- Ar Roman, ur soudard anezhañ,
- Eleazar, kambrer Miriam,
- Zadok, ur Sadusead anezhañ.
Ar pezh-c'hoari
kemmañUr Gwener d'enderv e Jeruzalem, e ti ar c'here Simon. Hec'h-unan-penn emañ Miriam er ger, aet he gwaz da gerc'hat keuneud ha louzoù-kegin beure-mat hag he daou vab ne oar-hi ket da belec'h an diaoul. Latennet-mat eo ar vaouez hag o klakenniñ gant amezegezed dezhi e klev Miriam ez eus bet c'hoarvezet darvoudoù iskis a-walc'h : straket un taol-kurun ken e oa deuet an oabl da vezañ du-peg, peurroget stign an Templ ha krenet an douar a-hervez... Kaset ez eus bet tri zorfedour d'ar marv da Venez Kalvar ha tapet he gwaz da reiñ skoazell d'unan anezhe ha ne oa ket evit dougen e groaz. Ur Gwener hep e bar e vo hemañ : Gwener-ar-Groaz.