Gwerenn (lestr)

Ur werenn zo ul lestr graet en gwer peurvuiañ ma lakaer died, pe evaj da evañ ouzh taol peurvuiañ.
Kemm a vez etre ar gwer hervez o stumm, o ment, o zevder, pe hervez pezh a lakaer e-barzh. Darn zo hir ha moan, re all kofek, darn o devez un troad, re all n'o devez ket. Brasoc'h e vez ar gwer bier, bihanoc'h ar re ma lakaer gwin, ha bihanoc'h c'hoazh ar re ma lakaer diedoù kreñv peurvuiañ.
Gwer bierAozañ
Meur a seurt zo anezho ivez. Darn o devez un troad hag a zo kofek ha ledan. Kement-se a zo ivez hervez pegement a lakaer e-barzh: 0,25 pe 0,33 cl peurvuiañ. En ostalerioù e vez merket endalc'h ar gwer war ar bier alies.
Gwer brasoc'h, pintoù, zo e Breizh-Veur.
Ouzhpenn gwer zo da evañ bier : listri metal ha pri zo ivez. E Breizh-Veur e vez graet tankard eus ul lestr gant ur skouarn, e pri, metal a-wechoù, e lêr pe koad zoken gwechall.
Gwer gwinAozañ
Gwer bihanAozañ
Ar gwer bihan zo graet da servij hini kreñv ha da vuzuliañ.
Pennadoù karAozañ
SkeudennoùAozañ
Gwerenn treset gant Aino Aalto
Liammoù diavaezAozañ
- Tud zo a zastum gwer bihan: http://www.shotglass.org/