Gwernogle
Gwernogle zo ur gêriadenn vihan e hanternoz Sir Gaerfyrddin. Emañ er c'hornôg da gêriadenn Brechfa, en ur goadeg, er gwalarn da gêr Caerfyrddin.
Emañ Gwernogle e parrez Llanfihangel-rhos-y-corn, un tolead torgennoù izel ha koadoù bras, treuzet gant ar stêr Clydach, unan eus adstêrioù ar stêr Cothi.
Ganet e voe ar barzh Lewys Glyn Cothi eno, war-dro 1425, met ne ouzer ket pelec'h resis er barrez.
Eus Gwernogle ivez e oa ar stourmer hag ar barzh Thomas Evans (Tomos Glyn Cothi), ganet e Capel Sant Silyn, e 1764.