Gwili (stêr)
- Ur pennad Gwili zo ivez.
Ar stêr Gwili zo ur stêr eus Sir Gaerfyrddin. Eieniñ a ra e-kichen Llanllawddog ha redek war-du ar c'hornôg da Llanpumsaint. Alese e tro war-du ar c'hreisteiz, gant an Afon Duad o tont d'he c'hreskiñ. Tremen a ra e-kichen Cynwyl Elfed ha Bronwydd, ha goude er reter da gêr Caerfyrddin, hebiou d'an ospital anvet Ysbyty Glan Gwili, diwar anv ar stêr.