Gwilym Prichard (4 Meurzh 19317 Mezheven 2015) a oa ul livour kembreat.

Ganet e voe Gwilym Arifor Pritchard e Llanystumdwy, e kontelezh Gwynedd, ha studioù a reas e skol arz Birmingham a-raok distreiñ da Gembre da labourat evel kelenner en Enez Mon. Dimeziñ a reas d’ul livourez, Claudia Williams, e 1953, ha cheñch a reas an doare da skrivañ e anv eus Pritchard da b-Prichard, pa ouezas e oa un arzour all anvet eveltañ.

Brud a dapas evel livour er bloavezhioù 1960 hag e 1970 e voe dilennet da ezel er Royal Cambrian Academy of Art. E ziskouezadeg kentañ a reas e 1952 e Porthmadog ha goude-se e voe diskouezet e oberennoù e kalz diskouezadegoù all. Kuitaat a reas bed ar skolioù er bloavezhioù 1970 evit bezañ livour leunamzer, ha rein kentelioù a-wechoù e skol-veur Bangor. E 1984 e kuitaas Kembre ha bevañ a reas e meur a lec’h war zouar-bras Europa, o tremen 10 vloaz e Roc'h-an-Argoed, e kreisteiz Breizh. Distreiñ a reas da Gembre e 2001 d’ober e annez e Dinbych-y-Pysgod, e Sir Benfro

Brudet eo e daolennoù leun a liv ma vez skeudennet maezioù Kembre, ken karet gantañ.

Liammoù diavaez

kemmañ