Llanystumdwy
Llanystumdwy zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus hanternoz Kembre, e korn-bro Eifionydd, e kontelezh Gwynedd. Emañ etre Cricieth ha Pwllheli, war ribloù an Afon Dwyfor. Talvezout a ra an anv-lec’h Llanystumdwy kement hag "an iliz e kildroenn ar stêr Dwy".
Brudet eo Llanystumdwy evel lec’h ganedigezh David Lloyd George a voe kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet. Er gêriadenn e tremenas ar paotr Lloyd George e vugaleaj, betek an oad a 15 vloaz, gant e eontr Richard Lloyd. Enni ivez e varvas hag enni e voe douaret.
Un toullad tiez kozh eus ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved zo e Llanystumdwy, savet gant mein eus ar c’hornad. Ur pont eus ar XVIIvet kantved zo ivez, dreist ar stêr Dwyfor pe Dwyfawr.
Tud brudet
kemmañ- Owen Gruffydd (war-dro 1643-1730), barzh hag hendraour.
- Robert Jones, Rhoslan (1745 - 1829), skrivagner, aozer al levr Drych yr Amseroedd (1820).
- David Owen (Dewi Wyn o Eifion) (1784-1841), barzh.
- Morris Williams (Nicander), barzh.
- David Lloyd George, kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet.
- William Samuel Jones ("Wil Sam"), skrivagner kembraek.
Savadurioù
kemmañ- Ur mirdi diwar-benn buhez ha labour Lloyd George. Emañ e vez, treset gant an tisavour Clough Williams-Ellis (Portmeirion), e-maez ar gêriadenn, en tu all d’ar pont kozh.
- Tŷ Newydd, ul lec’h ma vez desket skrivañ da zanvez skrivagnerien gembraek ha saoznek.
Liammoù diavaez
kemmañ- Lec’hienn Llanystumdwy (cy) (en)